Kentañ Levr ar Rouaned 19
1Hôgen rôet é oé da anaout da Joab pénaoz ar roué en em c’hlac’haré hag a wélé hé vâb:
2Hag ar gounid a oé trôet é kaon̄ enn deiz-zé é-touez ann holl bobl; râg ar bobl a glévaz lavarout enn deiz-zé pénaoz é oa glac’haret ar roué enn abek d’hé vâb.
3Hag ar bobl en em dennaz é kéar enn deiz-zé, ével ma en em denn eur bobl a zô bét tréc’het hag a dec’h eûz ann emgann.
4Hôgen ar roué en dôa gôlôet hé benn, hag a grié a-boéz-penn: va mâb Absalom, Absalom va mâb, va mâb.
5Ha Joab a iéaz da gavout ar roué enn hé dî, hag a lavaraz d’ézhan̄: Mézékéet éc’h eûz hiriô da holl zervicherien péré hô deûz savétéet da vuez, ha buez da vipien ha da verc’hed, ha buez da c’hragez ha da c’hragez-serc’hed.
6Té a gâr ar ré az kasa, ha té a gasa ar ré az kâr. Té a ziskouéz hiriô pénaoz n’éc’h eûz azaouez é-béd évit pennou da armé nag évid da zervicherien: ha mé a anavez ervâd pénaoz ma vijé béô Absalom, ha ma vijemp-ni marô holl, bréma é vijez laouen. (T).
7Hôgen bréma saô, ha tôsta, ha komz gan̄t trugarez oud da zervicherien; râk mé a dou d’id, dré ann Aotrou, pénaoz ma na zeûez két er-méaz, na choumô két eunn dén hép-kén gan-éz enn nôz-man̄: ha gwasoc’h é vézô kémen̄t-sé d’id égéd ann holl zrougou a zô bét c’hoarvézet gan-éz, abaoé ma oaz iaouan̄k bétég-henn.
8Ar roué éta a zavaz hag a azézaz é-tâl ar pors: ha rôet é oé da anaout d’ann holl bobl pénaoz é oa azézet ar roué é-tâl ar pors: hag ann holl bobl a zeûaz dirâg ar roué: hôgen Israel a oa téc’het pép-bini d’hé delt.
9Hag ann holl bobl a strivé é holl vreûriézou Israel, ô lavarout: Ar roué en deûz hon tennet eûz a zaouarn hon énébourien; hon tennet en deûz eûz a zaouarn ar Filistined: ha bréma é tec’h eûz ar vrô enn abek da Absalom.
10Hôgen Absalom, péhini hor bôa éôliet war-n-omp, a zô marô er brézel: bété pégeit é tavot-hu, ha na zigasot-hu két ar roué adarré?
11Hôgen ar roué David a gasaz étrézé Sadok hag Abiatar ar véleien- vrâz, évit lavarout d’ézhô: Komzit out hénaoured Juda, ô lavarout: Pérâg é teûit-hu da zivéza da zigas ar roué enn hé dî? (Râk lavar holl Israel a oa bét klévet gan̄t ar roué enn hé dî.)
12Va breûdeûr oc’h, va eskern ha va c’hîg oc’h; pérâg oc’h-hu ar ré zivéza ô tigas adarré hô roué?
13Livirid ivé da Amasa: Ha n’oud-dé két va eskern ha va c’hîk? Ra rai Doué kémen̄t-sé d’in, ha c’hoaz ouch-penn, ma n’az lakaann da-vikenn da vestr war va armé é léac’h Joab.
14Hag hén̄ a c’hounézaz kaloun holl dûd Juda, ével kaloun eunn dén hép-kén: hag hî a gasaz d’ar roué, ô lavarout: Distrô té, ha da holl zervicherien.
15Ar roué éta a zistrôaz, hag a zeûaz bétég ar Jourdan; hag holl Juda a zeûaz bété Galgala é-raog ar roué, évid hé lakaad da dreuzi ar Jourdan.
16Hôgen Séméi, mâb Géra, mâb Jémini, eûz a Vahurim, a zeûaz affô hag a ziskennaz gan̄t tûd Juda é-raog ar roué David,
17Gan̄t mil dén eûz a Ven̄jamin: ha Siba, paotr eûz a di Saül, a zeûaz ivé, hag hé bemzék vâb, hag ugen̄t servicher a oa gan̄t-han̄: hag hî ô treûzi ar Jourdan é-raog ar roué,
18A dréménaz ar gwéviou, évit lakaad da dreûzi ti ar roué, hag évid ôber diouc’h hé c’houc’hémenn. Séméi éta, mâb Gésa, a stouaz dirâg ar roué pa dreûzé ar Jourdan,
19Hag a lavaraz d’ézhan̄: Na réz két d’in hervez va fallagriez, va aotrou; ha n’az péz kéd a goun eûz a wallou da zervicher enn deiz ma oud éat er-méaz eûz a Jéruzalem, aotrou va roué; ha na vir két kemen̄t-sé enn da galoun.
20Râk mé, da zervicher, a anavez va féc’hed, ha râk-sé eo ounn deûet hiriô ar c’hen̄ta eûz a holl dî Jozef, hag ounn diskennet é-raog ann aotrou, va roué.
21Hag Abizai, mâb Sarvia, a respoun̄taz hag a lavaraz: Ha na vézô két lazet Séméi évid ar geriou-zé, pa en deûz milliget éôliet ann Aotrou?
22Ha David a lavaraz: Pétrâ a zô étré c’houi ha mé, mipien Sarvia? Pérâg é teûit-hu da énebourien d’in hiriô? Hag hiriô é tlé béza lazet eunn dén é Israel? Ha na ouzoun-mé két pénaoz eo hiriô ounn bét lékéat da roué war Israel?
23Hag ar roué a lavaraz da Seméi: Na varvi két: hag hén̄ hen touaz d’ézhan̄.
24Mifiboset, mâb Saül, a ziskennaz ivé é-raog ar roué, héb béza gwalc’het hé dreid, na béza trouc’het hé varô: ha n’en dôa két gwalc’het hé ziḻad abaoé ann deiz é péhini é oa éat-kuît ar roué, béteg ann hini ma tistrôaz é péoc’h.
25Ha pa oé deûet da ziambrouga ar roué é Jéruzalem, é lavaraz David d’ézhan̄: Pérâk, Mifiboset, n’oud két deûet gan-én̄?
26Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou va roué, va zervicher en deûz va zouellet; ha mé da zervicher em eûz lavaret d’ézhan̄ dibra d’in eunn azen, évit piña war-n-ézhan̄ ha mon̄d war-lerc’h ar roué, ô véza ma ounn kamm, mé da zervicher.
27É Iéac’h-sé, eo éat da damalloud ac’hanoun, da zervicher, dira-z-oud ô va roué: hôgen té, aotrou va roué, a zô ével eunn éal Doué: grâ ac’hanoun ar péz a giri.
28Râk pétrâ-bennâg ma oa holl dî va zâd dellézeg a varô é-kén̄ver ann aotrou va roue, éc’h eûz va lékéat, mé da zervicher, da zibri oud da daol: pé wîr em bé-mé’ta d’en em glemma? Pé da bétrâ é teûfenn-mé pelloc’h da c’harmi out va roué?
29Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄: Pétrâ a lavarfez ouc’h-penn? Ar péz em eûz lavaret a choumô: Té ha Siba, rannit ar madou.
30Ha Mifiboset a lavaraz d’ar roué: R’hô c’hémérô holl, pa eo deûet hiriô é péoc’h ann aotrou va roué enn hé dî.
31Berzellai eûz a C’halaad a ziskennaz ivé eûz a Rogélim, a dreûzaz ar Jourdan gan̄d ar roué, hag a oa daré da von̄t war hé lerc’h enn tû all d’ar ster.
32Hôgen Berzellai eûz a C’halaad a oa kôz-brâz, da lavaroud eo en dôa pévar-ugen̄t vloaz. Boéd en dôa rôet d’ar roué, pa en em gavé er c’hamp; râg eunn dén pinvidik-brâz é oa.
33Ar roué éta a lavaraz da Verzellai: Deûz gan-én̄, évit ma choumi é péoc’h gan-én̄ é Jéruzalem.
34Ha Berzellai a lavaraz d’ar roué: Péd bloaz a choum d’in c’hoaz da véva, évit ma helfenn piña da Jéruzalem gan̄t va roué?
35Pévar-ugen̄t vloaz ounn hiriô: ha kré a-walc’h eo va skian̄chou, évid anaoud ar c’houék dioud ar chouerô? Évit tan̄va ar bôéta hag ann éva, évit sélaoui mouéz ar ganerien hag ar ganérézed? Pérâg da zervicher a ziaezfé ann aotrou va roué? (T).
36Mon̄d a rinn c’hoaz eunn nébeût war da lerc’h enn tû all d’ar Jourdan, mé da zervicher: hôgen n’em eûz két talvézet ann distrô-zé.
37Hôgen va lez, mé da zervicher, da zistrei évit ma varvinn em c’héar, ha ma vézinn bésiet é béz va zâd ha va mamm. Hôgen béz’ éc’h eûz Kamaam da zervicher: hén̄ a iélô gan-éz, aotrou va roué; ha grâ d’ézhan̄ ével ma kiri.
38Hag ar roué a lavaraz: Ra dréménô Kamaam gan-én̄; ha mé a rai d’ézhan̄ ar péz a giri: ha mé a rôi d’id ar péz a c’houlenni.
39Ann holl bobl hag ar roué a dreûzaz ar Jourdan: hag ar roué a bokaz da Verzellai hag a vennigaz anézhan̄; hag hé-man̄ a zistrôaz d’hé dî.
40Neûzé ar roué a iéaz da C’halgala, ha Kamaam gan̄t-han̄. Pa oé treûzet ar Jourdan gan̄d ar roué, holl bobl Juda a ambrougaz anézhan̄, hag ann han̄ter hép-kén eûz a bobl Israel.
41Ha chétu holl dûd Israel a zirédaz étrézég ar roué, hag a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg hor breûdeûr tûd Juda hô deûz-hi da laéret, ha lékéat ar roué hag hé dî da dreûzi ar Jourdan, hag holl dûd David gan̄t-han̄?
42Hag holl dûd Juda a lavaraz da dûd Israel: O véza ma eo ar roué nésoc’h d’é-omp. Pérâg é sâv droug enn-hoc’h diwar-benn kémen̄t-sé? Ha débret hon eûz-ni nétrâ diwar goust ar roué? Pé gréat éz eûz rôou d’é-omp?
43Ha tûd Israel a lavaraz da dûd Juda: Dék kwéach muioc’h omp égéd-hoc’h dirâg ar roué; râk-sé David a zô muioc’h de-omp égéd d’é-hoc’h. Pérâg hoc’h eûz-hu great ann dismégan̄s-sé d’é-omp, na n’ef-hén̄ két bét rôet da anaout d’é-omp da gen̄ta é tliemp digas hor roué? Hôgen tûd Juda a gomzaz gan̄t mui a c’harven̄tez oud tûd Israel. ———— XX. PENNAD. En em zével a ra Séba oud David.