Kentañ Levr ar Rouaned 20:12
Hôgen Amasa gôlôet a c’hoad a oa gourvezet é-kreiz ann hen̄t. Hag eur ré ô wélout pénaoz é choumé ann holl bobl enn hé zâ évit selloud out-han̄, a voun̄taz anézhan̄ eûz ann hen̄t enn eur park, hag a chôlôaz anézhan̄ gan̄d eur van̄tel, gan̄d aoun na choumfé enn hô zâ ar ré a dréméné, enn abek d’ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13Pa oé éta tennet diwar ann hen̄t, ann holl a iéaz gan̄t Joab war-lerc’h Séba, mâb Bokri.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 20
Cross References
2 Samuel 17:25Absalom a lékéaz Amasa é penn ann armé é léac’h Joab: Amasa a oa mâb da eunn den eûz a Jezrael hanvet Jétrâ, péhini a oa éat da gaout Abigail, merc’h Naas, c’hoar Sarvia, mamm Joab.
Psalms 55:23Hôgen té, ô Doué, a gasô anézhô da bun̄s ar marô. Ann dûd a c’hoad hag a douellérez n’az ain̄t két d’ann han̄ter eûz hô deisiou; hôgen mé, Aotrou, a lakai va géd enn-od. ———— LV. PSALM. Évid ann divez, évid ar bobl a zô bét pelléet diouc’h ar zen̄t, David a lékéaz ar skrid-man̄ da en̄vor, pa oé dalc’het gan̄d diavésidi é Gét.