Kentañ Levr ar Rouaned 21:14
É véschon̄t anézhô gan̄d eskern Saül ha Jonatas hé vâb, é brô Ben̄jamin, é Séba, é béz Kis, hé dâd: hag hî a réaz kémen̄d en dôa gourc’hémennet ar roué; ha goudé-zé Doué en dôé truez oud ar vrô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 21
Cross References
Numbers 25:8Éz éaz war-lerc’h ann Israélit-zé el léac’h gadal, hag hô zreûzaz hô daou war-eunn-drô, da lavaroud eo, ar goâz hag ar vaouez, er péz a zô réd évit génel. Ha gouli bugalé Israel a éhanaz.
Joshua 7:26Hag hî a zastumaz war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein, a zô choumet bétég hiriô. Ha frouden Zoué a zistrôaz diwar-n-ézhô. Hag al léac’h-zé a zô bét hanvet traon̄ien Akor, bétég-henn. ———— VIII. PENNAD. Ann Israélited a gémer ar géar a Hai. Jozué a zav eunn aoter.
1 Samuel 10:2Ha Naas, ann Ammonit, a lavaraz d’ézhô: Ar gévrédigez a rinn gan-é-hoc’h, eo ma tenninn hô lagad déou da bép-hini ac’hanoc’h, ha ma hô likiinn da véza méz dré Israel holl.
2 Samuel 4:12David éta a c’hourc’hémennaz d’hé baotred, hag hî a lazaz ar ré-man̄: ha goudé béza trouc’het hô daouarn hag hô zreid, é krougchon̄t anézhô é-tâl lenn Hébron. Hôgen kéméroud a réjon̄t penn Isboset, hag é vézchon̄t anézhan̄ é béz Abner é Hébron. ———— V. PENNAD. David a zô lékéat da roué war Israel holl.
Joel 2:18Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé: ar ménésiou a skuḻo mél c’houék, hag al léaz a rédô eûz ar c’hrec’hiennou: é holl c’houeriou Juda é rédô ann dour; hag eur feun̄tenn a zeûi er-méaz eûz a dî ann Aotrou, hag a zourô froud ann drein.