Niveroù 25:8
Éz éaz war-lerc’h ann Israélit-zé el léac’h gadal, hag hô zreûzaz hô daou war-eunn-drô, da lavaroud eo, ar goâz hag ar vaouez, er péz a zô réd évit génel. Ha gouli bugalé Israel a éhanaz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Ha neûzé é oé lazet pévar mil dén war-n-ugen̄t.
Cross References
Numbers 17:13Piou-bennâg a dôsta out tabernakl ann Aotrou, a varv. Ha nî a dlé béza kaset-da-gét bétég ann divéza? ———— XVIII. PENNAD. Kargou ar véleien hag al Lévited. Préveûdi ha déog a dléeur da rei d’ézhô.
Numbers 25:11Finéez, mâb Éléazar, mâb Aaron ar bélek -brâz, en deûz distrôet va buanégez diwar bugalé Israel; ô véza ma eo bét ken̄traouet gan̄t va oaz enn hô énep, évit na gasinn két da-gét va-unan bugalé Israel em oaz.
2 Samuel 21:14É véschon̄t anézhô gan̄d eskern Saül ha Jonatas hé vâb, é brô Ben̄jamin, é Séba, é béz Kis, hé dâd: hag hî a réaz kémen̄d en dôa gourc’hémennet ar roué; ha goudé-zé Doué en dôé truez oud ar vrô.
1 Chronicles 21:22Ha David a lavaraz d’ézhan̄: Rô d’in léac’h da leûr, ma savinn enn-han̄ eunn aoter d’ann Aotrou; enn hévélep doaré ma rôinn d’id ar péz a dâl, ha mac’h éhanô ar gouli diwar va fobl.