The Bible Software
Kentañ Levr ar Rouaned · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Kentañ Levr ar Rouaned 21

1É amzer David é oé eunn naounégez hag a badaz tri bloaz. Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou. Hag ann Aotrou a lavaraz: Enn abek da Zaül eo, ha d’hé dî a oa eunn ti a c’hoad; ô véza ma en deûz lazet ar C’habaonited.

2Hôgen ar roué ô véza galvet ar C’habaonited, a lavaraz d’ézhô: (Râg ar C’habaonited na oan̄t két bugalé Israel, hôgen eul loden divéza eûz ann Amorréed. Bugalé Israel hô dôa gréat eul lé d’ézhô, ha koulskoudé Saül a fellaz d’ézhan̄ hô heskina, ével enn abek da vugalé Israel ha Juda.)

3David a lavaraz éta d’ar C’habaonited: Pétrâ a rinn-mé d’é-hoc’h? Ha pétrâ a vézô da zic’haou d’é-hoc’h, évit ma vennigot digwéz ann Aotrou?

4Hag ar C’habaonited a lavaraz d’ézhan̄: Na c’houlennomp nag arc’hant nag aour, hôgen nî a c’houlenn barn a-énep Saül hag hé dî: ha na fell két d’é-omp é vé lazet eunn dén enn Israel. Hag ar roué a lavaraz d’ézhô: Pétrâ éta a fell d’é-hoc’h é rajenn évid-hoc’h?

5Hag hî a lavaraz d’ar roué: Nî a dlé kâs-da-gét ann hini en deûz hon heskinet hag hor gwasket, enn hévélep doaré na choumô két hép-kén unan eûz hô gwenn é holl harzou Israel.

6Ra vézô rôet d’é-omp seiz dén eûz hé vipien, évit ma krougimp anézhô d’ann Aotrou é Gabaa-Saül, a oa gwéchall dilennet ann Aotrou. Hag ar roué a lavaraz: Mé hô rôi.

7Hôgen ar roué a espernaz Mifiboset, mâb Jonatas, mâb Saül, enn abek da lé ann Aotrou, a oa bét étré David ha Jonatas, mâb Saül.

8Ar roué a géméraz éta daou vâb Resfa, merc’h Aia, é dôa bét eûz a Zaül, Armoni ha Mifiboset: ha pemp mâb Michol, merc’h Saül, é dôa bét eûz a Hadriel, mab Berzellai, a oa eûz a Volati.

9Hag hén̄ hô lékéaz étré daouarn ar C’habaonited: hag hî a grougaz anézhô war eur ménez dirâg ann Aotrou: hag hî hô zeiz a gouézaz, hag a oé lazet war-eunn-drô enn deisiou ken̄ta eûz ar médérez, pa édod ô von̄t da védi ann heiz.

10Hôgen Resfa, merc’h Aia, ô véza kéméret eûr zaé-reûn, a astennaz anézhi évit-hi war eur méan, adalek derou ar médérez, bété ma kouézaz dour war-n-ézhô eûz ann én̄v: hag hî a viraz oud ann evned na rôgchen̄t anézhô é-pâd ann deiz, ha na rajé al loéned é-pâd ann nôz.

11Ha rôed é oé da anaout da Zavid ar péz é dôa gréat Resfa, merc’h Aia, grég-serc’h Saül.

12Ha David a iéaz hag a zigasaz eskern Saül, hag eskern Jonatas hé vâb, a oa étré daouarn tûd Jabez-Galaad, péré hô dôa hô laéret é Betsan, é péléac’h é oan̄t bét krouget gan̄d ar Filistined pa lazchon̄t Saül é Gelboé.

13Hag hén̄ a zigasaz ac’hanô eskern Saül, hag eskern Jonatas hé vâb: ha goudé béza dastumet eskern ar ré a oa bét krouget,

14É véschon̄t anézhô gan̄d eskern Saül ha Jonatas hé vâb, é brô Ben̄jamin, é Séba, é béz Kis, hé dâd: hag hî a réaz kémen̄d en dôa gourc’hémennet ar roué; ha goudé-zé Doué en dôé truez oud ar vrô.

15Ar Filistined a réaz adarré brézel a-énep Israel; ha David a ziskennaz, hag hé zervicherien gan̄t-han̄, hag a stourmaz oud ar Filistined. Hôgen David ô véza deûet da véza skuîz,

16Jesbibénob, péhini a oa eûz a wenn Arafa, péhini a zougé eur gwâf hag ann houarn anézhan̄ a boézé tri c’han̄t on̄s, ha péhini en dôa oud hé c’houriz eur c’hlézé névez, a strivaz da laza David.

17Hôgen Abisai, mâb Sarvia, a zeûaz d’hé skoazia, a skôaz gan̄d ar Filistin, hag a lazaz anézhan̄. Neûzé tûd David a douaz d’ézhan̄, ô lavarout: Na zeûi mui gan-é-omp d’ar brézel, gan̄d aoun na vougfez goulou Israel.

18Eunn eil vrézel a oé ivé é Gob a-éneb ar Fitislined: énô eo é lazaz Soboc’hai eûz a Husati, Saf mâb Arafa eûz a wenn al lan̄gouinéien.

19Eunn trédé brézel a oé ivé é Gob a-éneb ar Filistined; é péhini Elkanan, mâb Jaré-orgim, eûz a Vétléhem, a lazaz Goliat ar Gétéad, péhini en dôa eur fust gwâf ével karvan ar wiaderien.

20Eur pévaré brézel a oé é Get; hag enn-han̄ en em gavaz eunn dén brâz-meûrbéd, péhini en dôa c’houéac’h biz oc’h pép dourn hag oc’h pép troad, da lavaroud eo, pévar biz war-n-ugen̄t, hag a oa eûz a wenn Arafa.

21Hag hén̄ a zirogaz Israel. Hôgen Jonatan, mâb Samna, breûr David, a lazaz anézhan̄.

22Ar pévar dén-zé a oa ganet eûz a Arafa eûz a C’het; hag hî a gouézaz dindân dourn David, pé dindân dourn hé zervicherien. ———— XXII. PENNAD. Kanaouen David évit trugarékaat Doué da véza hé dennet eûz a zaouarn hé holl énébourien.

← Kentañ Levr ar Rouaned 20Read In The App, Free →Kentañ Levr ar Rouaned 22 →

Study Kentañ Levr ar Rouaned 21

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324