Kentañ Levr ar Rouaned 22:16
Gwéled ar môr a zô en em ziskouézet, ha sôl ar béd a zô bét dizôlôet gan̄t gourdrouz ann Aotrou, gan̄d eur c’houézaden eûz a avel hé vuanégez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Kaset en deûz hé zaésiou, hag hén̄ en deûz hô skiñet; hé gurun, hag hén̄ en deûz hô dévet.
17Kaset en deûz diwar-laez, hag en deûz va gorréet, hag en deûz va zennet eûz a galz a zoureier.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 22
Cross References
Job 38:11Hag em eûz lavaret: Bétég aman̄ éz î, ha n’az î két pelloc’h; hag aman̄ é torri stambouc’h da goummou.
Psalms 74:1Pérâg, ô Doué, éc’h eûz-té hon distolet da-vikenn? Hag ef-hi savet da frouden a-énep dén̄ved da beûri?
Psalms 114:3Ar môr a wélaz, hag a dec’haz; ar Jourdan a zistrôaz war hé gîz.
Habakkuk 3:8Hag oud ar steriou, Aotrou, eo savet da vuanégez? hag oud ar steriou eo savet da frouden? hag oud ar môr eo savet da érez? Pa biñez war da gézek, ha war da girri évit digas ann dieûb.