Levr Job 38:11
Hag em eûz lavaret: Bétég aman̄ éz î, ha n’az î két pelloc’h; hag aman̄ é torri stambouc’h da goummou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
And said, Hitherto shalt thou come, but no further: and here shall thy proud waves be stayed?
In Context
10Va harzou em eûz lékéat war hé drô; dréfen ha dôriou em eûz lékéat d’ézhan̄;
Cross References
Job 1:22É kémen̄t-sé na béc’haz két Job gan̄d hé vuzellou, ha na lavaraz nétrâ a zireiz a-énep Doué. ———— II. PENNAD. Eur gouli brâz a zâv war gorf Job. Hé c’hrég a heskin anézhan̄.
Job 26:10Lékéat en deûz harz war-drô d’ann douréier, keit ha ma padô ar goulou hag ann dévalien.
Psalms 76:10Ménoz ann dén a veûlô ac’hanod; hag ann én̄vor eûz ar vénoz-zé hô lakai da ôber lîd d’id.
Psalms 93:3Saved eo ar steriou, Aotrou; saved hô deûz ar steriou hô mouéz, saved hô deûz ar steriou hô c’hoummou,
Proverbs 8:29Pa zerré ar môr enn hé véven, ha pa lékéa eul lézen d’ann douréier, évit n’az ajen̄t két ébiou d’hô harzou; pa lékéa diazézou ann douar:
Jeremiah 5:22Ha na zoujot-hu két ac’hanoun, émé ann Aotrou; ha na grénot-hu két dira-z-oun? Mé péhini em euz lékéat ann tréaz da harzou d’ar mor, lézen peûr-baduz, dreist péhini n’az ai két; hé goummou en em géfluskô, ha na hellin̄t két mon̄t pelloc’h; stambouc’ha a rain̄t, ha n’az ain̄t két ébiou.