Kentañ Levr ar Rouaned 22
1Hôgen David a lavaraz geriou ar ganaouen-man̄ d’ann Aotrou, enn deiz é péhini é tennaz ann Aotrou anézhan̄ eûz a zaouarn hé holl énébourien, hag eûz a zaouarn Saül.
2Hag hén̄ a lavaraz: Ann Aotrou eo va roc’h, ha va ners, ha va Zalver.
3Doué a zô va skoazel, ha mé a fisiô enn-han̄: va ziren eo, ha galloud va zilvidigez: va gorréer, ha va gwarez: va Zalver; eûz ar fallagriez é tieûbi ac’hanoun.
4Gervel a rinn ann Aotrou a zô da veza meûlet, ha va zenna a rai eûz a zaouarn va holl énébourien (T).
5O véza ma ounn bét kelc’hiet gan̄t an̄kennou ar marô, ha ma ounn bét saouzanet gan̄d froudou Bélial.
6Éréou ann ifern hô deûz va strôbet: lingadou ar marô hô deûz va c’helc’hiet.
7Em c’hlac’har é c’halvinn ann Aotrou, hag é c’harminn étrézé va Doué: hag hén̄ a glevô va mouéz eûz hé dempl, ha va c’hri a ielô bétég hé ziskouarn.
8Ann douar a zô bét kéflusket, hag en deûz krénet: sôliou ar ménésiou a zô bét kéflusket hag horellet; ô véza ma’z eûz éat drouk enn Aotrou enn hô énep.
9Môged a zô savet eûz hé zifron, hag eunn tan a zev a zô deûet er-méaz eûz hé c’hénou: glaou a zô deûet rûz-tân diout-han̄.
10Izéléet eo ann én̄vou gan̄t-han̄, ha diskennet eo: hag ann dévalien a zô dindân hé dreid.
11Hag hén̄ a zô bét piñet war ar chérubined, hag a zô bét nijet; ha diskennet eo war ziveskel ann avel.
12Lékéat en deûz ann dévalien enn-drô d’ezhan̄ évid en em guza; lékéat en deûz doureier da zivéra eûz a gommoul ann én̄vou.
13Gan̄d ar skéd a zô dira-z-han̄, é teû ar glaou da véza rûz-tân.
14Ann Aotrou en deûz gréat kurun eûz ann én̄v: hag ann Uc’hel-meûrbed en deûz savet hé vouéz.
15Kaset en deûz hé zaésiou, hag hén̄ en deûz hô skiñet; hé gurun, hag hén̄ en deûz hô dévet.
16Gwéled ar môr a zô en em ziskouézet, ha sôl ar béd a zô bét dizôlôet gan̄t gourdrouz ann Aotrou, gan̄d eur c’houézaden eûz a avel hé vuanégez.
17Kaset en deûz diwar-laez, hag en deûz va gorréet, hag en deûz va zennet eûz a galz a zoureier.
18Va zennet en deûz eûz a zaouarn va énébour galloudek-brâz, hag eûz ar ré a gasée ac’hanoun, ô véza ma oan̄t kréoc’h égéd-oun.
19Em raok eo deûet é deiz va glac’har, hag ann Aotrou a zô deûet da skoazel gré d’in.
20Va dien̄kéet en deûz (T); va diboaniet en deûz, ô véza ma em eûz plijet d’ézhan̄.
21Ann Aotrou a zistolô d’in hervez va reiz: hag hervez glanded va daouarn é rôi d’in.
22Râk miret em eûz hen̄chou ann Aotrou, ha n’ounn két bét fallagr é-kén̄ver va Doué.
23Râg hé holl varnédigézou a zô bét dira-z-oun: ha n’em eûz két pelléet diouz-in hé gélennou.
24Ha mé a vézô holl gan̄t-han̄: hag en em virinn diouc’h va fallagriez.
25Hag ann Aotrou a zistolô d’in hervez va reiz, hag hervez glanded va daouarn dirâg hé zaoulagad.
26Gan̄d ar zen̄t é vézi san̄t, ha klôk gan̄d ar ré gré.
27Gan̄d ar re c’hlân é vézi glân: ha gan̄d ar ré fallagr é teûi da véza fallagr.
28Ar bobl paour a zieûbi: hag enn eunn taol-lagad éc’h izelai ar ré rôk.
29Râk té eo va c’hleûzeur, ô Aotrou; ha té eo, ô Aotrou, a sklerai va dévalien.
30Râg gan-éz é rédinn ha mé gourizet évid ann emgann: gan̄t va Doué é lamminn dreist ar vûr.
31Eeun eo hen̄d ann Aotrou; gan̄d ann tân eo arnodet gér ann Aotrou: hen a zô ann diren eûz ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-han̄.
32Râk piou a zô Doué néméd ann Aotrou: ha piou a zô kré néméd hon Doué?
33Hon Doué péhini en deûz lékéat ann ners war va zrô: hag en deûz kompézet va hen̄t.
34Péhini a laka va zreid hén̄vel out treid kirvi: hag am laka da zével enn uc’héla ac’hanoun.
35Péhini a zesk va daouarn d’ar brézel; hag a laka va divrec’h ével eur wareg arem.
36Rôed éc’h eûz d’in tiren da zieûbi, ha dré da vadélez ounn deûet da véza brâz.
37Lédanéet éc’h eûz ann hen̄t dindân va zreid: ha va zeûliou n’hô deûz két horellet.
38Mon̄d a rinn war-lerc’h va énébourien, ha mé hô zréc’hô: ha na zistrôinn két kén n’am bézô hô c’haset-da-gét.
39Mé hô c’hasô-da-gét, hag hô brévô, évit na zavin̄t mui: koueza a rain̄t dindân va zreid.
40Lékéat éc’h eûz ners enn-drô d’in évid ar brézel: lékéat éc’h eûz da bléga dindân-oun ar ré a énébé ouz-in.
41Lékéat éc’h eûz da drei kein va énébourien hag ar ré a gaséé ac’hanoun: ha mé hô c’hasô-da-gét.
42Hî a c’harmô, ha dén na zieûbô anézhô: oud ann Aotrou é c’harmin̄t, ha na zélaouô két anézhô.
43Hô feltra a rinn ével poultr ann douar: hô frika hag hô flastra a rinn ével fan̄k ar ruou.
44Va dieûbi a rî eûz a énébiézou va fobl: va mirout a rî da benn war ar brôadou: eur bobl ha na anavézann két a zervichô ac’hanoun.
45Tûd a-ziavéaz a énébô ouz-in; pa glevin̄t va mouéz é sen̄tin̄t ouz-in.
46Tûd a-ziavéaz a deûzô hag a grénô enn hô c’héviou.
47Béô eo ann Aotrou, ha benniget eo va Doué: ann Doué kré, Doué a zizoan ac’hanoun, ra vézô meûlet.
48Doué péhini a rô ven̄jan̄s d’in, hag a ziskar ar boblou dindân-oun,
49Péhini a denn ac’hanoun eûz a greiz va énébourien, hag a zâv ac’hanoun dreist ar ré a éneb ouz-in: eûz ann dén drouk é tieûbi ac’hanoun.
50Dré-zé, Aotrou, éc’h an̄savinn ac’hanod dirâg ar Jen̄tiled, hag é kaninn da hanô.
51Té péhini a ziskouéz da veûrded ô tieûbi da roué, oc’h ôber trugarez da Zavid da éôliet, ha d’hé wenn da-vikenn. ———— XXIII. PENNAD. Geriou divéza David. Hanvou ar ré galounéka eûz hé armé.