Kentañ Levr ar Rouaned 3:35
Ha pa zeûaz ann holl bobl da zibri boéd gan̄d David, pa édô c’hoaz deiz brâz, é touaz David, ô lavarout: Ra rai Doué kémen̄t-sé d’in, ha c’hoaz ouc’h-penn, mar tan̄vaann bara, pé nétrâ all, abarz ma vézô kuzet ann héol.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 3
Cross References
Judges 20:23Enn hévélep doaré koulskoudé ma piñchon̄t araok, ha ma wélchon̄t dirâg ann Aotrou bétég ann nôz: hag hî a c’houlennaz kuzul digan̄t-han̄, ô lavarout: Ha mé a dlé c’hoaz mon̄d da stourmi out bugalé Ben̄jamin va breûdeûr, pé nann? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhô: Piñit étrézég enn-hô, ha stourmit out-hô.
Ruth 1:17Ann douar az tigémérô goudé da varô, am gwélô ô vervel, hag enn-han̄ é vézinn bésiet. Ra rai ann Aotrou kémen̄t-sé d’in hag ouc’h-penn, mar gell nétra all néméd ar marô va c’has-kuit diouz-id.
2 Samuel 1:12Hag hî a lén̄vaz, hag a wélaz, hag a iunaz bétég ar pardaez diwar-benn Saül, ha diwar-benn Jonatas hé vâb, ha diwar-benn pobl ann Aotrou, ha diwar-benn tî Israel, ô véza ma oant bét skôet gan̄d ar c’hlézé.
2 Samuel 12:17Hôgen hénaoured hé dî a zeûaz, hag a fellaz d’ezhô hé lakaad da zével diwar ann douar; hôgen na fellaz két d’ézhan̄, ha na zebraz két a voéd gan̄t-hô.
Jeremiah 16:7Benniget eo ann dén a laka hé fisian̄s enn Aotrou, hag a vézô ann Aotrou da c’héd d’ézhan̄.
Ezekiel 24:22Ha c’houi a rai ével ma em eûz gréat; na c’hôlôot két hô kénou gañd eul liénen, ha na zebrot két boéd ar c’haon̄,