Levr ar Varnerien 20:23
Enn hévélep doaré koulskoudé ma piñchon̄t araok, ha ma wélchon̄t dirâg ann Aotrou bétég ann nôz: hag hî a c’houlennaz kuzul digan̄t-han̄, ô lavarout: Ha mé a dlé c’hoaz mon̄d da stourmi out bugalé Ben̄jamin va breûdeûr, pé nann? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhô: Piñit étrézég enn-hô, ha stourmit out-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
24Ha pa dôstéaz an̄trônôz bugalé Israel évit stourmi out bugalé Ben̄jamin,
Read all of Levr ar Varnerien 20
Cross References
Joshua 7:6Hôgen Jozué a rogaz hé ziḻad, hag en em strin̄kaz war hé c’hénou d’ann douar dirâg arc’h ann Aotrou, hén̄ hag holl hénaoured Israel, bétég ar pardaez: hag hî a daolaz poultr war hô fennou;
Judges 20:18Ar ré-man̄ a zavaz hag a zeûaz da di Doué, da lavaroud eo, da Zilo: hag hî a c’houlennaz kuzul digan̄d Doué, hag a lavaraz d’ezhan̄: Piou a vézô é penn hon armé a-énep bugalé Ben̄jamin? Hag ann Aotrou a lavaraz: Ra vézô Juda é penn gan-é-hoc’h. (T).
Judges 21:2Hag hî a zeûaz holl da di Doué é Silo, hag ô véza choumet dira-z-han̄ bétég ar pardaez, é savchon̄t hô mouéz, ha gan̄d eur iudérez brâz, en em lékéjon̄t da wéla ô lavarout:
1 Samuel 10:3Hag hénaoured Jabez a lavaraz d’ézhan̄: Aotré dé-omp seiz dervez, évit ma kasimp kannaded da holl harzou Israel: ha ma na véz dén évid hon difenni, éz aimp er-méaz d’az kavout.
Psalms 78:34Pa hô lazé, é klasken̄t anézhan̄; hag hî a zistrôé, hag a zeûé d’hé gavout min̄tin-mâd.