Kentañ Levr ar Rouaned 5:3
Hénaoured Israel a zeûaz ivé da gavout ar roué é Hébron; hag ar roué David a réaz kévrédigez gan̄t-hô é Hébron dirâg ann Aotrou; hag hî a éôliaz David da roué war Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Trégon̄t vloaz en dôa David pa zeûaz da réni; hag hén̄ a rénaz daou-ugen̄t vloaz.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 5
Cross References
Judges 11:11Jefté a iéaz éta gan̄d hénaoured Galaad, hag ar bobl holl hel lékéaz da brin̄s war-n-ézhô. Ha Jefté en dôa gréat hé holl lavariou dirâg ann Aotrou é Masfa.
1 Samuel 16:13Hé dri vâp héna a oa éat war-lerc’h Saül d’ar brézel: hag hanvou ann tri mâb d’ézhan̄ péré a oa éat d’ar brézel, a oa Éliab ann héna, Abinadab ann eil, ha Samma ann trédé.
2 Samuel 2:4Ha tûd Juda a zeûaz hag a éôliaz énô David évit ma rénché war dî Juda. Ha rôet é oé da anaout da Zavid pénaoz tûd Jabez-Galaad hô dôa bésiet Saül.
2 Samuel 3:21Hag Abner a lavaraz da Zavid: Sével a rinn hag é strollinn Israel holl étrézé té, va aotrou ha va roué ha mé a rai kévrédigez gan-éz, hag é réni war-n-ézhô holl, ével ma c’hoan̄ta da galoun. Hôgen pa en dôé David diambrouget Abner, ha goudé ma oé éat hé-man̄ é péoc’h,
1 Chronicles 11:3Holl hénaoured Israel a zeûaz éta da gavoud ar roué é Hébron: ha David a réaz kévrédigez gan̄t-hô dirâg ann Aotrou; hag hî a éôliaz anézhan̄ da roué war Israel, hervez ar gér en dôa lavaret ann Aotrou dré c’hénou Samuel.