Levr Yirmia 37:10
Nabuzardan, penn ann armé, a lézaz é brô Juda ar ré baour eûz ar bobl, ar ré n’hô dôa nétrâ; hag é rôaz d’ézhô gwini ha pun̄sou enn deiz-zé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:36Ar ré ac’hanoc’h a choumô, é skôinn hô c’haloun gan̄t spoun̄t é brôiou hô énébourien; trouz eunn délien war-nich hô lakai da gréna, hag é tec’hin̄t ével rag eur c’hlézé; kouéza a rain̄t, hep ma vé dén war hô lerc’h.
Isaiah 13:15Kémen̄d hini a vézô kavet enn-hi, a vézô lazet; ha kémen̄d hini a zeui enn-hi, a vézô diskaret gan̄d ar c’hlézé.
Isaiah 30:17Ar péoc’h a vézô labour ar reizded, hag ann tâv hen heûliô, hag ar c’hréd a badô da-vikenn.
Jeremiah 37:8Ar C’haldéed a zévaz ivé gan̄d ann tân ti ar roué, ha tiez ar bobl, hag a ziskaraz muriou Jéruzalem.
Joel 2:11Dirédit, ha deûit, holl vrôadou trô-war-drô, hag en em strollit: énô é tiskarô ann Aotrou da ré gré.