Kentañ Levr ar Rouaned 8:6
Ha David a lékéaz gward é Siria Damas; hag ar Siried a oé lékéat dindân galloud David, hag a baéaz gwiriou d’ézhan̄: hag ann Aotrou a ziwallaz David é péléac’h-bennâg m’az éaz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Ha David a géméraz ann armou aour hô dôa servicherien Adarézer, hag a gasaz anézhô da Jéruzalem.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 8
Cross References
1 Samuel 13:3Hag Ac’hias, mâb Ac’hitob, breûr Ic’habod, mâb Finéez, mâb Héli bélék- brâz ann Aotrou é Silô, a zougé ann éfod. Ha na wié két ar bobl péléac’h é oa éat Jonatas.
1 Samuel 14:6Ha Saûl a lavaraz d’ar Sinéed: Kerzit, it-kuît, ha diskennit eûz a douez ann Amalékited gan̄d aoun na strôbfenn ac’hanoc’h gan̄t-hô; râk c’houi hoc’h eûz gréat trugarez é-kén̄ver holl vugalé Israel pa biñen̄t eûz ann Éjipt. Hag ar Sinéed en em dennaz eûz a douez ann Amalékited.
2 Samuel 3:18Grît-hén éta bréma, pa eo gwir pénaoz en deûz komzet ann Aotrou oud David, ô lavarout: Dré zourn David, va zervicher, é tenninn va fobl a Israel eûz a zaouarn ar Filistined, hag eûz hé holl énébourien.
2 Samuel 7:9Bét ounn gan-éz é pé léac’h-bennâg ma éc’h eûz kerzet, lazet em eûz da holl énébourien dira-z-oud, lékéat em eûz da hanô da véza brâz ével hanô ar ré vrasa war ann douar.
2 Samuel 8:14Lakaad a réaz ivé diwallerien ha gwardou enn Iduméa; hag ann Iduméa holl en em gavaz dindân galloud David. Hag ann Aotrou a ziwallaz David é pé léac’h-bennâg m’az éaz.
2 Samuel 23:14Ha David a oa enn eur c’hré; ha gward ar Filistined a oa neûzé é Bétléhem.