Kentañ Levr ar Rouaned 8
1Goudé-zé David a dréc’haz ar Filistined hag a izéléaz anézhô; hag hén̄ a dennaz eûz hô daouarn gwasken ann tellou.
2Tréc’hi a réaz ivé ar Voabited; ha goudé béza hô lékéat war ann douar, é ven̄taz anézhô gan̄d eur gorden: diou gordennad é ven̄taz, unan évid ar marô, hag unan all évid ar vuez: hag ar Voabited a oé lékéat dindân béli David, hag a baéaz gwiriou.
3David a dréc’haz ivé Adarézer, mâb Rohob, roué Soba, p’az éa évid aotrounia war ar ster a Eufratez.
4Ha David ô véza kéméret d’ézhan̄ seiték kan̄t marc’hek, hag ugen̄t mil dén war droad, a drouc’haz nervennou treid kézeg ar c’hirri; ha na viraz anézhô némét kan̄t karr.
5Ar Siried eûz a Zamas ô véza deûet évit kennerza Adarézer, roué Soba, David a lazaz daou vil war-n-ugen̄t anézhô.
6Ha David a lékéaz gward é Siria Damas; hag ar Siried a oé lékéat dindân galloud David, hag a baéaz gwiriou d’ézhan̄: hag ann Aotrou a ziwallaz David é péléac’h-bennâg m’az éaz.
7Ha David a géméraz ann armou aour hô dôa servicherien Adarézer, hag a gasaz anézhô da Jéruzalem.
8Hag eûz a Vété, hag eûz a Vérot, keriou Adarézer, é tigasaz David kalz a arem.
9Pa glévaz Tou, roué Émat, pénaoz en dôa David tréc’het holl armé Adarézer,
10É kasaz Joram, hé vâb, étrézég ar roué David, évid ôber hé c’hourc’hémennou d’ézhan̄, ha trugarékaat anézhan̄, ô véza ma en dôa trec’het ha dispennet Adarézer. Râk Tou a oa énébour da Adarézer; hag hén̄ a zigasaz gan̄t-han̄ listri aour, ha listri arc’han̄t, ha listri arem,
11A wéstlaz ar roué David d’ann Aotrou, gan̄d ann arc’han̄t hag ann aour en dôa gwéstlet eûz ann holl vrôadou en dôa lékéat dindân hé c’halloud;
12Eûz ar Siria, hag eûz a Voab, hag eûz a vipien Ammon, hag eûz ar Filistined, hag eûz a Amalek, hag eûz a ziwisk Adarézer, mâb Rohob, roué Soba.
13David a zeûaz ivé da véza brudet brâz, pa zistrôé goudé béza kéméret ar Siria, ha pa lazaz triouec’h mil dén é traon̄ien ar C’hourc’hémennou.
14Lakaad a réaz ivé diwallerien ha gwardou enn Iduméa; hag ann Iduméa holl en em gavaz dindân galloud David. Hag ann Aotrou a ziwallaz David é pé léac’h-bennâg m’az éaz.
15Ha David a rénaz war Israel holl; ha David a réa barn ha gwir d’hé holl bobl.
16Hôgen Joab, mâb Sarvia, a ioa é penn hé armé: ha Josafat, mâb Ahilud, a oa mirer ann diellou.
17Ha Sadok, mâb Akitob, hag Akimélek, mâb Abiatar, a oa béleien- vrâz; ha Saraias a oa skrivañer.
18Banaias, mâb Joiada, a ioa é penn ar Sérétied hag ar Félétied; ha mipien David a oa prin̄sed. ———— IX. PENNAD. Trugarez David é-kén̄ver Mifiboset.