Kentañ Levr ar Rouaned 9
1Ha David a lavaraz: Ha n’eo két choumet unan-bennâg eûz a dî Saül, da béhini é hellinn ôber trugarez enn abek da Jonatas?
2Hôgen béz’ éz oa eur servicher eûz a dî Saül hanvet Siba, hag ar roué ô véza hé c’halvet da zon̄t d’he gavout, a lavaraz dézhan̄: Ha té eo Siba? Hag hén̄ a lavaraz: Mé a zô da zervicher.
3Hag ar roué a lavaraz: Ha choumet ez eûz unan-bennâg eûz a di Saül da béhini é hellinn ôber trugarez Doué? Ha Siba a lavaraz d’ar roué: Choum a ra eur mâb da Jonatas, hag hén̄ diners enn hé dreid.
4Péléach, émé David, éma-hén̄? Ha Siba a lavaraz d’ar roué: Chétu éma é-tî Mac’hir, mâb Ammiel, é Lodabar.
5Ar roué David a gasaz éta évid hé gerc’hout eûz a dî Mac’hir, mâb Ammiel, é Lodabar.
6Pa oé deûet Mifiboset, mâb Jonatas, mâb Saül, da gavout David, en em daolaz war hé c’hénou hag éc’h azeûlaz. Ha David a lavaraz: Mifiboset? Hag hén̄ a lavaraz: Chétu mé, da zervicher.
7Ha David a lavaraz d’ézhan̄: N’az péz két a aoun; râk mé a rai trugarez enn da gén̄ver enn abek da Jonatas da dâd; ha mé a zistolô d’id holl barkou Saül da dâd-kôz, ha té a zebrô bara bépréd oud va zaol.
8Hag hé-man̄ oc’h hé azeûli, a lavaraz: Piou ounn-mé da zervicher, évit m’az pé sellet oud eur c’hi marô ével-d-oun?
9Neûzé ar roué a c’halvaz Siba, paotr Saül, hag a lavaraz d’ézhan̄: Kémen̄d a oa da Zaül, hag hé holl dî em eûz rôet da vâb da vestr.
10Laka éta da dalvézout hé zouar évit-han̄, té, ha da vipien, ha da zervicherien, évit ma tastumi boéd da vaga mâb da vestr: hôgen Mifiboset, mâb da vestr, a zebrô bépréd hé vara out va zaol. Hôgen Siba en dôa pemzék mâb hag ugen̄t servicher.
11Ha Siba a lavaraz d’ar roué: Ével ma éc’h eûz gourc’hémennet d’as servicher, va aotrou ha va roué, é rai da zervicher: ha Mifiboset a zebrô out va zaol, ével unan eûz a vipien ar roué.
12Hôgen Mifiboset en dôa eur mâb bihan hanvet Mika. Ha kémen̄d hini a ioa é tî Siba a zerviché Mifiboset.
13Hôgen Mifiboset a choumé é Jéruzalem, ô véza ma tebré bépréd ouz taol ar roué: hag hén̄ a oa kamm eûz hé zaou droad. ———— X. PENNAD. Hanon, roué ann Ammonited, a ra dismégan̄s da gannaded David.