Levr Amos 1:14
Tân a gasinn war vuriou Rabha: hag hén̄ a zevô hé ziez é-kreiz ar iouc’hadennou é deiz ar brézel, hag é-kreiz ar c’horven̄tennou é deiz ar stourm.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 12:31Hag ô véza lékéat ar bobl er-méaz, é heskennaz anézhô, é frikaz anézhô gan̄t kirri houarnet, é trouc’haz anézhô a dammou gan̄t koun̄tilli, é taôlaz anézhô é forniou: hag ével-sé é réaz da holl geriou mipien Amnon. Ha David hag hé holl armé a zistrôaz da Jéruzalem. ———— XIII. PENNAD. Amnon a wall Tamar hé c’hoar. Absalom a laka hé laza é-kreiz eur banvez.
Psalms 83:15Ével-sé éc’h heskini anézhô enn da frouden; hag é reûstli anézhô enn da vuanégez.
Ezekiel 21:25Hôgen té, den hép doujans, prin̄s fallagr a Israel, chétu ann deiz a oa merket évit kastiza da fallagriez.
Daniel 11:40Roué ar c’hrésteiz a stourmô out-han̄ enn amzer verket, ha roué ann han̄ter-nôz a zeûi ével eunn arné enn hé énep, gan̄t kirri, gan̄t marc’héien, ha gan̄d eul lôd brâz a listri: mon̄d a rai enn hé zouarou; hô gwasta a rai, hag é tréménô dreist.