Levr Amos 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 249-256) ◄ Levr Joel. Levr Amos. Levr Abdias. ► LEVR AMOS. ———— I. PENNAD Barnédigez Doué a-énep Damas, hag ar Filistined, ha Tir, hag ann Iduméed, hag ann Ammonited. 1 Geriou Amos, ann hini a oé é-touez mésérien Tékué: ar péz a wélaz diwar-benn Israel é deisiou Ozias roué Juda, hag é deisiou Jéroboam, mâb Joas roué Israel, daou vloaz ken̄t ar c’hrén-douar.
2Hag hén̄ a lavaraz: Ann Aotrou a iudô eûz a Zion, hag a rôi da glevout hé vouéz eûz a Jéruzalem: lec’hiou kaer ar véserien a vézô dispennet, ha lein ar C’harmel a vézô dizéc’het.
3Ével-henn é lavar ann Aotrou: Goudé ar gwallou en deûz gréat Damas teir gwéach ha péder gwéach, na drôinn két diwar hé benn; ô véza ma hô deûz dournet Galaad gan̄t kirri houarn.
4Tân a gasinn é ti Azael: hag hén̄ a zevô tiez Bénadad.
5Brévi a rinn ners Damas: dispenna a rinn tûd kamp ann idol; kâs a rinn kuît eûz hé dî a zudi ann hini a zoug ar walen-roué: ha pobl ar Siria a vézô dizouget é Siren, émé ann Aotrou.
6Ével-henn é lavar ann Aotrou: Goudé ar gwallou en deûz gréat Gaza teir gwéach ha péder gwéach, na drôinn két diwar hé benn; ô véza ma in̄t bét krôget er ré holl a oa en em dennet étrézég enn-hô, ha ma hô deûz hô c’haset é sklavérez enn Iduméa.
7Tân a gasinn war vuriou Gaza: hag hén̄ a zevô hé ziez.
8Dispenna a rinn tûd Asot; kâs a rinn kuît eûz a Askalon ann hini a zoug ar walen-roué: hag é trôinn va dourn war Akkaron, ha dilerc’h ar Filistined a vézô dispennet, émé ann Aotrou Doué.
9Ével-henn é lavar ann Aotrou: Goudé ar gwallou en deûz gréat Tir teir gwéach ha péder gwéach, na drôinn két diwar hé benn; ô véza ma hô deûz kaset ann holl sklaved enn Iduméa, ha n’eo két deûet a goun d’ézhô eûz ar gévrédigez hô doa gréat gan̄d hô breûdeûr.
10Tân a gasinn war vuriou Tir: hag hén̄ a zevô hé ziez.
11Ével-henn é lavar ann Aotrou: Goudé ar gwallou en deûz gréat Édom teir gwéac’h ha péder gwéach, na drôinn két diwar hé benn; ô véza ma en deûz heskinet hé vreûr gan̄d ar c’hlézé, ha ma en deûz torret hé drugarez, ha ma en deûz kaset hé frouden dreist-penn, ha ma en deûz miret hé vuanégez bétég ann divez.
12Tân a gasinn é Téman: hag hén̄ a zevô tiez Bosra.
13Ével-henn é lavar ann Aotrou: Goudé ar gwallou hô deûz gréat mipien Ammon teir gwéach ha péder gwéach, na drôinn két diwar hô fenn; ô véza ma hô deûz roget kôv gragez brazez Galaad, évit léda hô harzou.
14Tân a gasinn war vuriou Rabha: hag hén̄ a zevô hé ziez é-kreiz ar iouc’hadennou é deiz ar brézel, hag é-kreiz ar c’horven̄tennou é deiz ar stourm.
15Ha Melc’hom a iélô é sklavérez, hén̄ hag hé brin̄sed gan̄t-han̄, émé ann Aotrou. ———— II. PENNAD Gourdrouzou Doué a-énep Moab, ha Juda, hag Israel.