Levr Daniel 11:40
Roué ar c’hrésteiz a stourmô out-han̄ enn amzer verket, ha roué ann han̄ter-nôz a zeûi ével eunn arné enn hé énep, gan̄t kirri, gan̄t marc’héien, ha gan̄d eul lôd brâz a listri: mon̄d a rai enn hé zouarou; hô gwasta a rai, hag é tréménô dreist.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 21:1Béac’h traon̄ien ar wélédigez. Pérâg é piñez-té ével-sé enn eur rumm brâz war ann tôennou?
Jeremiah 4:13Chétu é savô ével eur c’hoabren; hé girri a vézô ével eunn arné; hé gézek a vézô skan̄voc’h égéd ann éred; gwâ nî; râg gwastet omp.
Ezekiel 38:9Hôgen té a biñô, hag a zeûiô ével eunn arné, hag ével eur goabren, évit gôlei ann douar, té ha da holl arméou, ha kals poblou gan-éz.
Daniel 8:17Hag hén̄ a zeûaz, hag a choumaz enn hé zâ el léac’h ma édoun; ha pa oé deûet, é oenn spoun̄tet hag é kouéziz war va génou; hag hén̄ a lavaraz d’in: Poell, mâb dén, rag ar wélédigez-zé a vézô peûr-zévénet é amzer ann divez.
Daniel 11:10Hôgen hé vipien en em gen̄traouô, hag a strollô arméou brâz: hag unan a zeûi gan̄d hast, hag ével eunn dic’hlann: hag hén̄ a zistrôi, hag en em gen̄traouô, hag a stourmô oud hé holl ners.
Daniel 11:26Hag ô tibri bara gan̄t-han̄, é tispennin̄t anézhan̄; hag hé armé a vézô mac’het: hag eul lôd brâz a vézô lazet.