Levr Amos 1:5
Brévi a rinn ners Damas: dispenna a rinn tûd kamp ann idol; kâs a rinn kuît eûz hé dî a zudi ann hini a zoug ar walen-roué: ha pobl ar Siria a vézô dizouget é Siren, émé ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Tân a gasinn é ti Azael: hag hén̄ a zevô tiez Bénadad.
Cross References
Isaiah 43:14Ével-henn é lavar ann Aotrou: Labourerien ann Éjipt, ha marc’hadourien ann Étiopia, ha tûd braz Saba a zeûi d’az kavout, hag hî a vézô d’id; war da lerc’h é teûin̄t, gan̄d chadennou oud hô daouarn é kerzin̄t; stoui a rain̄t dira-z-od, hag é pédin̄t ac’hanod, ô lavarout: N’eûz a Zoué némét gan-éz, ha n’eûz Doué all é-béd néméd da hini.
Ezekiel 30:17Tûd-iaouan̄k Héliopolis ha Bubast a gouézô dindân ar c’hlézé, hag ar merc’hed a vézô kaset é sklavérez.
Amos 5:5Hôgen na glaskit két Bétel, ha n’az ît ket é Galgala, ha na dréménit két dré Versabéé: râg Galgala a vézô kaset é sklavérez, ha Bétel a zeûi-da-gét.
Nahum 3:13Chétu da bobl a zeû ével gragez enn da greiz: dôriou da zouar a vézô digor d’as énébourien, ann tân a zevô da varrennou.