Levr Izaia 43:14
Ével-henn é lavar ann Aotrou: Labourerien ann Éjipt, ha marc’hadourien ann Étiopia, ha tûd braz Saba a zeûi d’az kavout, hag hî a vézô d’id; war da lerc’h é teûin̄t, gan̄d chadennou oud hô daouarn é kerzin̄t; stoui a rain̄t dira-z-od, hag é pédin̄t ac’hanod, ô lavarout: N’eûz a Zoué némét gan-éz, ha n’eûz Doué all é-béd néméd da hini.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Té eo évit-gwîr ann Doué kuzet, Doué Israel, ar Salver.
Cross References
Psalms 19:14Neûzé geriou va génou a vézô hétuz d’id; ha ménoz va c’haloun a vézô bépréd dira-z-od, Aotrou, va skoazel ha va daspréner. ———— XIX. PSALM. Évid ann divez, Psalm David.
Isaiah 43:1Ével-henn é lavar ann Aotrou da Zirus va C’hrist, em euz kéméret dré hé zourn, évit lakaad da bléga dira-z-han̄ ar brôadou, ha lakaad ar rouéed da drei hô c’hein; évid digeri ann ôriou dira-z-han̄, ha na vézô serret pors é-béd.
Isaiah 44:6C’houi a denn aour euz hô ialc’h, hag a boéz arc’han̄t gan̄d ar valan̄s, hag a gémer eunn orféber, évid ôber eunn doué; ma vézô stouet dira-z-han̄, ha ma vézô azeûlét.
Isaiah 47:4Ha mé em eûz lavaret: Enn-aner em eûz labouret, héb abek hag enn-aner em eûz dislébéret va ners; râk-sé va barn a zô gan̄d ann Aotrou, ha gôbr va labour gan̄t va Doué.
Isaiah 54:5É rôinn eul léac’h em zî hag é-kreiz va môgériou; hag eunn hanô a vézô gwelloc’h égét mipien ha merc’hed; eunn hanô peûr-baduz a rôinn d’ézhô, ha na vézô bikenn kollet.
Jeremiah 50:17Ar C’haldéed a dorraz ivé ar peuliou arem a ioa é tî ann Aotrou, hag ar steudennou, hag ar môr arem, a ioa é tî ann Aotrou; hag hî a gasaz ann holl arém-zé da Vabilon.