Levr Amos 4:2
Touet en deûz ann Aotrou Doué dré hé hanô san̄tel, pénaoz é teûi deisiou war-n-hoc’h, é pére é viot savet gan̄t kreier, hag ann dilerc’hiou ac’hanoc’h lékéat da virvi é kaoteriou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Dré ann odéou é viot kaset ann eil oud ében, hag é viot taolet é brô Armon, émé ann Aotrou.
Cross References
Psalms 89:36Hé wenn a badô da-vikenn.
Jeremiah 16:16Hôgen mé n’ounn két bét strafiḻet, oc’h heûlia ac’hanod ével va méser; ha n’em eûz két c’hoan̄téet deiz ann dén; té her goar. Ar péz a zô deûet er-méaz eûz va muzellou, a zô bét éeun dira-z-od.
Ezekiel 39:4War vénésiou Israel é kouézi, té ha da holl vrézélidi, ha da holl boblou a zô gan-éz; d’al loéned ferô, d’al laboused, ha d’ann holl evned, ha da loéned ann douar, em eûz da rôet da voéd.
Habakkuk 1:15Holl é sâv anézhô gan̄d ann higen; lôd a zidenn enn hé zeûlen, lôd all a zastum enn hé roued. Goudé-zé eo em laouénai, hag é tridô.