Levr Havakouk 1:15
Holl é sâv anézhô gan̄d ann higen; lôd a zidenn enn hé zeûlen, lôd all a zastum enn hé roued. Goudé-zé eo em laouénai, hag é tridô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Hag é réz-té tûd ével pésked ar môr, hag ével prén̄ved péré n’hô deûz két a brin̄s?
Cross References
Jeremiah 50:11Hag hén̄ a dennaz hé zaoulagad da Zédésias, hag a chadennas anézhan̄: ha roué Babilon hér c’hasaz da Vabilon, hag hel lékéaz enn eur vac’h bété deiz hé varô.
Ezekiel 25:6Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma éc’h eûz stoket da zaouarn, ha skôet da dreid diwar-benn drouk douar Israel;
Ezekiel 29:4Ha mé a lakai eur wesken oud da garvanou; hag é péginn pésked da steriou oud da skan̄t; da denna a rinn eûz a greiz da steriou, ha da holl bésked a choumô peget oud da skan̄t.
Amos 4:2Touet en deûz ann Aotrou Doué dré hé hanô san̄tel, pénaoz é teûi deisiou war-n-hoc’h, é pére é viot savet gan̄t kreier, hag ann dilerc’hiou ac’hanoc’h lékéat da virvi é kaoteriou.