Levr Amos 6:1
Gwâ c’houi péré a zô pinvidig é Sion, hag a laka hô fisian̄s é ménez Samaria; c’houi péré a zô hanvet pennou ar boblou, hag en em ziskouéz gan̄d eur fougé vrâz é tî Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 18:7Ar pemp dén éta a iéaz hag a zeûaz da Lais: hag hî a wélaz ar bobl a choumé er géar-zé, hervez boaz ar Sidonied, héb aoun é-béd, é péoc’h, hag é fisian̄s, héb énébour é-béd, pinvidik-brâz, pell eûz a Zidon, ha rannet diouc’h ann dûd all.
Proverbs 1:32Dian̄k ar vugaligou hô lazô, hag eûr-vâd ar ré ziskian̄t hô c’hollô.
Jeremiah 5:5Mon̄d a rinn éta da gavout ar ré vrâz, hag é komzinn out-hô; râg hî a anavez hen̄t ann Aotrou, ha barn hô Doué. Ha chétu ar ré-zé hô deûz torret kévret ha gwasoc’h ar iéô, ha dispennet ar chadennou.
Jeremiah 48:11O véza ma hoc’h eûz tridet, ha ma hoc’h eûz gwall gomzet, ô skrapa va digwéz; ô véza ma oc’h en em lédet evel leûéou war ar géot, ha ma hoc’h eûz bléjet ével tirvi.
Lamentations 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 129-137) ◄ Levr ar Profed Jérémias. Keinvanou Jérémias. Levr ar Profed Baruc’h. ► KEINVANOU JÉRÉMIAS. ———— Goudé ma oé bet kaset Israél é sklavérez, ha ma oé choumet Jéruzalem didûd, Jérémias, ar profed, a azézas enn eur wéla, hag a reaz ar geinvanou-man̄ war Jéruzalem; hag oc’h huanadi é c’houervder hé galoun, hag oc’h hirvoudi, é lavaraz: ———— I. PENNAD. Ar profed ô wéla war zisman̄tr Jéruzalem. ALEPH. 1 Pénaôz ar géar-zé péhini a oa kél leûn bobl, ef-hi azézet hé-unan̄; pénaoz itroun ar brôadou ef-hi deûét ével eunn in̄tan̄vez; pénaoz prin̄sez ar brovin̄sou ef-hi dalc’het da baéa ar gwiriou? BETH.