Levr Amos 6
1Gwâ c’houi péré a zô pinvidig é Sion, hag a laka hô fisian̄s é ménez Samaria; c’houi péré a zô hanvet pennou ar boblou, hag en em ziskouéz gan̄d eur fougé vrâz é tî Israel.
2Tréménit dré C’halané, ha gwélit; hag îd alesé da Émat ar brâz: ha diskennit é Gét é brô ar Filistined, hag er gwella rouan̄télésiou eûz ar c’heriou-zé: hag ec’honoc’h eo hô harzou-hi égéd hoc’h harzou-hu?
3C’houi péré a zô rannet évid ar gwall zeiz, hag a zô tôst diouc’h gwalen ar fallagriez.
4C’houi péré a gousk war wéléou olifan̄t, hag a vrâg war hô flédou: péré a zebr ar gwella ein eûz a douez ann dén̄ved, hag al larta leûéou eûz a greiz ann tropel.
5C’houi péré a gân out son ann délen; hag a gréd béza hén̄vel oud David, pa hoc’h eûz binviou ével-t-han̄.
6C’houi péré a év gwîn é fiolennou, hag en em lard gan̄d éôl ar c’houéka: ha péré a zô dihégar é-kén̄ver glac’har Jozef.
7Râk-sé bréma é vézin̄t dizouget gan̄d ar ré gen̄ta d’ar sklavérez, hag ar strollad tûd c’hadal-zé a vézô skiñet.
8Touet en deûz ann Aotrou Doué enn-han̄ hé-unan; ann Aotrou Doué ann arméou en deûz lavaret: Mé a argarz rogen̄tez Jakob: hé diez a gasaann; hag é rôinn hé géar gan̄d ar ré a chôum enn-hi.
9Mar d-eo choumet dék dén enn eunn tî, é varvin̄t ivé.
10Hé gâr nésa a gémérô anézhan̄, hag hé zevô, évit kâs hé eskern er-méaz eûz ann tî: hag hén̄ a lavarô d’ann hini a vézô é gwéled ann tî: Ha c’hoaz éz eûz unan-bennâg gan-éz?
11Hag hen̄ a lavarô: N’eûs hini; hag égilé a lavarô d’ézhan̄: Tâv, ha n’az péz két a goun eûz a hanô ann Aotrou.
12Râk chétu ann Aotrou a c’hourc’hémennô, hag hén̄ a lakai da gouéza ann tî brâz gan̄d horellou, hag ann tî bihan gan̄t tarzou.
13Ha redeg a hell ar c’hézeg é-touez ar rec’hier, pé hag é helleur arat énô gan̄d éjenned: ha c’houi hoc’h eûz trôet ar varn é c’houervder, ha frouez ar reizded é huélen-c’houérô?
14Ha c’houi en em laouéna é nétrâ, hag a lavar: Ha né két gan̄d hon ners hon-unan omp deûet da véza galloudek?
15Hôgen chétu é likiinn da zével enn hoc’h énep, tî Israel, émé ann Aotrou, Doué ann arméou, eur vrôad hag a vac’hô ac’hanoc’h adalek penn brô Emat, bété froud ann distrô. ———— VII. PENNAD Gwélédigez a ziskouéz ar reûziou a dlé kouéza war Israel.