Levr ar Varnerien 18:7
Ar pemp dén éta a iéaz hag a zeûaz da Lais: hag hî a wélaz ar bobl a choumé er géar-zé, hervez boaz ar Sidonied, héb aoun é-béd, é péoc’h, hag é fisian̄s, héb énébour é-béd, pinvidik-brâz, pell eûz a Zidon, ha rannet diouc’h ann dûd all.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Id é péoc’h; ann Aotrou a zell oud hoc’h hen̄t hag oud hoc’h ergerz.
Read all of Levr ar Varnerien 18
Cross References
Joshua 19:47Hag énô éma hô fenn pella. Hôgen bugalé Dan a biñaz hag a stourmaz out kéar Lésem, hag a géméraz anézhi. Hag é lazchon̄t gan̄d ar c’hlezé ar ré a oa enn-hi; hag é perc’henchon̄t anézhi, hag é choumchon̄t enn-hî, ô c’hervel anézhi Lésem-Dan, eûz a hanô Dan, hô zâd.
Judges 18:29Hag hî a c’halvaz Dan, eûz a hanô hô zâd a oa mâb da Israel, ar géar-zé a oa ken̄t hanvet Lais. 90 Hag hî a zavaz évit-hô ar skeûden kizellet, hag a lékéaz Jonatan, mâb Gersam, mâb Moizez, hag hé vipien da véleien é breûriez Dan, bété deiz hô sklavérez.
Romans 13:3Râg ar C’hrist n’en deûz két klasket hé zudi hé-unan, hôgen ével ma eo skrivet: Ann dismégan̄sou a zô bét gréad d’îd a zô kouézet war-n-oun.