Levr Amos 9:1
Gwélet em eûz ann Aotrou enn hé zâ war ann aoter: hag hen̄ en deûz lavaret: Skô war ar vudurun, hag horell ar gourin: râg ar bizoni a zô enn hô fennou holl; ha mé a lazô gan̄d ar c’hlézé ann divéza anézhô: na vézô két a dec’h évit-hô. Tec’hi a fellô d’ézhô, hag ann hini a dec’hô na vézô két dieûbet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 6:1Er bloaz é péhini é varvaz ar roué Ozias, é wéliz ann Aotrou azézet war eunn trôn uc’hel-meûrbéd; hag ar péz a oa dindân-han̄ a leûnié ann templ.
Isaiah 6:4Ha postou ann ôr a oé horellet, ker skiltr oa ar garm-zé, hag ann tî a oé leun a vôged.
Isaiah 30:16Ar varn a choumô enn distrô, hag ar reizded a arzavô enn eunn douar strujuz.
Ezekiel 1:28Ével ar wareg a wéleur er c’hoabr enn eunn deiz glavek; ével-sé é oa ar goulou a luc’hé trô-war-drô. ———— II. PENNAD Ann Aotrou a lavar da Ézékiel komza héb aoun.
Ezekiel 10:4Ha gloar ann Aotrou a zavaz diwar ar c’hérubin, hag a zeûaz war dreûzou dôr ann tî; hag ar goabren a leûniaz ann tî, hag al leuren a oé leûniet gan̄t skéd gloar ann Aotrou.