The Bible Software
Levr Amos · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Amos 9

1Gwélet em eûz ann Aotrou enn hé zâ war ann aoter: hag hen̄ en deûz lavaret: Skô war ar vudurun, hag horell ar gourin: râg ar bizoni a zô enn hô fennou holl; ha mé a lazô gan̄d ar c’hlézé ann divéza anézhô: na vézô két a dec’h évit-hô. Tec’hi a fellô d’ézhô, hag ann hini a dec’hô na vézô két dieûbet.

2Ha pa ziskenfen̄t bétég ann ifern, va dourn hô zennfé ac’hanô; ha pa biñfen̄t bétég ann én̄v, mé hô diframmô ac’hanô.

3Ha p’az ajen̄t da guza war lein ar C’harmel, é c’houiḻinn hag é tenninn anézhô ac’hanô: ha pa dec’hchen̄t a zirâk va daoulagad bété gwéled ar môr, é c’hourc’hémenninn da eunn aer, hag a grogô enn-hô énô.

4Ha p’az ajen̄t é sklavérez é-raog hô énébourien, é c’hourc’hémenninn d’ar c’hlézé, hag hén̄ hô lazô: ha mé a lakai va daoulagad war-n-ézhô évid ann droug, ha nann évid ar mâd.

5Hag ann Aotrou, Doué ann arméou, a stokô oud ann douar, hag hén̄ a zizéc’hô: ha kémen̄d hini a choum war-n-ézhan̄ a vézô glac’haret: hag hen̄ a zavô ével eul ster dic’hlannet, hag a rédô ével ster ann Éjipt.

6Ann hini en deûz savet hé drôn enn én̄v, hag en deûz diazézet hé stroll war ann douar: ann hini a c’halv doureier ar môr, hag a skuḻ anézhô war c’horré ann douar: ann Aotrou eo hé hanô.

7Ha n’oc’h két d’in, mipien Israel, ével mipien ann Étiopied, émé ann Aotrou? Ha n’em eûz-mé két lékéat Israel da biña eûz a vrô ann Éjipt; hag ar Filistined eûz ar C’happadosia, hag ar Siried eûz a Siren?

8Chétu daoulagad ann Aotrou Doué war ar rouan̄télez a bec’h, ha mé a vrévô anézhan̄ diwar c’horré ann douar: hôgen na gasinn két da-nétra tî Jakob, émé ann Aotrou.

9Râk chétu é c’hourc’hémenninn, ha mé a héjô é-touez ann holl vrôadou tî Israel, ével ma héjeur ann éd er c’hrouer: ha na gouézô két d’ann douar ann distéra greûnen.

10Gan̄d ar c’hlézé é varvô ar ré holl eûz va fobl a béc’h, hag a lavar: Ann drouk-zé né két tôst, ha na zeûi két war-n-omp.

11Enn deiz-zé é assavinn tî David, a zô kouézet: hag é serrinn tarzou hé vuriou, hag ar péz a oa kouézet a zavinn adarré: hé aoza a rinn ével enn deisiou ken̄t.

12Évit ma piaouô ar ré a vézô galvet va hanô war-n-ézhô, dilerc’hiou ann Iduméa, hag ann holl vrôadou, émé ann Aotrou a râ kémen̄t-sé.

13Chétu é teûi ann deisiou, émé ann Aotrou, ma heûliô ann arer ar méder, hag ar ven̄dacher ann hader: ar ménésiou a skuḻiô mél c’houék, hag ann holl grec’hiennou a vézô gounézet.

14Lakaad a rinn va fobl a Israel da zistrei diouc’h ar sklavérez: hag hî a zavô a nevez ar c’heriou didud, hag a choumô enn-hô: gwiniennou a blan̄tin̄t, hag éc’h évin̄t eûz hô gwîn: liorsou a rain̄t, hag é tebrint eûz hô frouez.

15Ha mé hô flan̄tô enn hô douar; ha n’hô zenninn mui eûz hô douar, em eûz rôet d’ézho, émé ann Aotrou da Zoué.

← Levr Amos 8Read In The App, Free →Obadiah 1 →

Study Levr Amos 9

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789