Levr Amos 9:4
Ha p’az ajen̄t é sklavérez é-raog hô énébourien, é c’hourc’hémenninn d’ar c’hlézé, hag hén̄ hô lazô: ha mé a lakai va daoulagad war-n-ézhô évid ann droug, ha nann évid ar mâd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 17:10Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a ergerz enn hô zouez, en dévézô debret goâd, é savinn va dremm a-éneb hé éné hag é tenninn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl;
Leviticus 26:36Ar ré ac’hanoc’h a choumô, é skôinn hô c’haloun gan̄t spoun̄t é brôiou hô énébourien; trouz eunn délien war-nich hô lakai da gréna, hag é tec’hin̄t ével rag eur c’hlézé; kouéza a rain̄t, hep ma vé dén war hô lerc’h.
Psalms 34:17Ann dûd reiz hô deûz garmet, hag ann Aotrou en deûz klévet out-hô; hag hén̄ en deûz hô dieûbet eûz hô holl en̄krézou.
Jeremiah 24:6Ha n’az ît két war-lerc’h douéed a-ziavéaz, évid hô zervicha hag hô azeûli; ha na hégit két va buanégez gan̄d ôberiou hô taouarn, ha na c’hlac’harinn két ac’hanoc’h.