Levr Amos 9:6
Ann hini en deûz savet hé drôn enn én̄v, hag en deûz diazézet hé stroll war ann douar: ann hini a c’halv doureier ar môr, hag a skuḻ anézhô war c’horré ann douar: ann Aotrou eo hé hanô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 104:5Té eo éc’h eûz diazézet ann douar war hé starder hé-unan; ha na vézô bikenn diskaret.
Jeremiah 5:22Ha na zoujot-hu két ac’hanoun, émé ann Aotrou; ha na grénot-hu két dira-z-oun? Mé péhini em euz lékéat ann tréaz da harzou d’ar mor, lézen peûr-baduz, dreist péhini n’az ai két; hé goummou en em géfluskô, ha na hellin̄t két mon̄t pelloc’h; stambouc’ha a rain̄t, ha n’az ain̄t két ébiou.
Amos 5:8Klaskit ann hini en deûz gréat ann Arkturus hag ann Orion, a drô ann dévalien é goulou-deiz, hag ann deiz é nôz: a c’halv doureier ar môr, hag a skûḻ anézhô war c’horré ann douar: ann Aotrou eo hé hanô.