Levr Yirmia 5:22
Ha na zoujot-hu két ac’hanoun, émé ann Aotrou; ha na grénot-hu két dira-z-oun? Mé péhini em euz lékéat ann tréaz da harzou d’ar mor, lézen peûr-baduz, dreist péhini n’az ai két; hé goummou en em géfluskô, ha na hellin̄t két mon̄t pelloc’h; stambouc’ha a rain̄t, ha n’az ain̄t két ébiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
23Hôgen ar bobl-zé é deuz eur galoun diskrédik ha dispac’huz; en em dennet in̄t, hag in̄t éat-kuît.
Cross References
Job 26:10Lékéat en deûz harz war-drô d’ann douréier, keit ha ma padô ar goulou hag ann dévalien.
Job 38:10Va harzou em eûz lékéat war hé drô; dréfen ha dôriou em eûz lékéat d’ézhan̄;
Psalms 33:7Hén̄ eo a zastum douréier ar môr ével enn eur bouc’h-kenn; hag a zalc’h ar poull-doun enn hé den̄zoriou.
Psalms 99:1Ann Aotrou a rén, ra grénô ar boblou; azézet eo war ar gérubined, ra vérô horellet ann douar.