Levr Daniel 1:8
Hôgen Daniel a géméraz ann dézô enn hé galoun n’em em zaotrché két ô tibri eûz a voéd taol ar roué, hag oc’h éva eûz hé wîn; hag é pedaz penn ar spazeien n’hel lakajé két d’en em zaotra.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Hôgen Doué a lékéaz Daniel da gavout grâs ha trugarez dirâk penn ar spazéien.
Cross References
Leviticus 11:45Râk mé eo ann Aotrou, en deûz hô tennet eûz a vrô ann Éjipt, évit ma vijenn da Zoué d’é-hoc’h. Bézit sen̄t, râk mé a zô san̄t.
Ruth 1:17Ann douar az tigémérô goudé da varô, am gwélô ô vervel, hag enn-han̄ é vézinn bésiet. Ra rai ann Aotrou kémen̄t-sé d’in hag ouc’h-penn, mar gell nétra all néméd ar marô va c’has-kuit diouz-id.
Psalms 106:28Hag hî en em wéstlaz da Véelfégor hag a zebraz hostivou ar ré varô.
Ezekiel 4:13Hag ann Aotrou a lavaraz: Ével-sé é tébrô bugalé Israel hô bara saotret é-touez ar brôadou étrézé péré é kasinn anézhô.
Hosea 9:3Râk neûzé é livirin̄t: N’hon eûz két a roué, ô véza na zoujomp két ann Aotrou: ha pétrâ a rajé eur roué évid-omp?