Levr Daniel 1:7
Ha penn ar spazéien a rôaz d’ézhô hanvou: Da Zaniel, Baltasar; da Ananias, Sidrac’h; da Visael, Misac’h ha da Azarias, Abdénago.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Hôgen enn hô zouez en em gavaz eûz a vipien Juda, Daniel, Ananias, Misael, hag Azarias.
Cross References
Daniel 1:10Ha penn ar spazéien a lavaraz da Zaniel: Mé em eûz aoun râg ar roué va Aotrou, péhini en deûz lavaret rei d’é-hoc’h ar boéd hag ann évach: mar gwél hô tremmou treûtoc’h égét ann dûd-iaouan̄g all eûz hoc’h oad, c’houi a vézô abek ma lakai ar roué trouc’ha va fenn d’in.
Daniel 2:49Neûzé Daniel a bédaz ar roué, hag hen̄ a rôaz da Zidrac’h, da Visac’h ha da Abdénago ar véli war géfridiou provin̄s Babilon; hôgen Daniel a ioa bépréd out pors ar roué. ———— III. PENNAD Sidrac’h, Misac’h hag Abdénago a zinac’h azeûli skeûden ar roué.
Daniel 4:5Kén na zeûaz dira-z-oun Daniel hon eil, péhini en deûz da hanô Baltassar, hervez hanô va Doué, péhini en deûz enn-han̄ spéred ann douéed san̄tel. Hag é tanevelliz d’ézhan̄ va huvré.
Daniel 5:12O véza ma eo bét kavet é Daniel, les-hanvet Baltassar gan̄d ar roué, muioc’h a spéred, a boell, a wiziégez é-kén̄ver displég ann huvréou, disklériadur ann traou kuzet, direûstladur ann traou displann; ra vézo éta bréma galvet Daniel, hag hén̄ a rôi ann displég.