The Bible Software
Levr Daniel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Daniel 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 209-234) ◄ Levr ar Profed Ézékiel. Levr Daniel. Levr Oséa. ► LEVR AR PROFED DANIEL. ———— I. PENNAD Daniel hag hé dri c’hen-vreûr dilennet évit choum é léz Nabukodonosor. 1 Enn trédé bloaz eûz a rén Joakim, roué Juda, é teûaz Nabokodonosor, roué Babilon dirâk Jéruzalem, hag é stourmaz out-hi.

2Hag ann Aotrou a lékéaz étré hé zaouarn Joakim, roué Juda, ha lôd eûz a listri tî Doué. Hag hén hô dizougaz é brô Sennaar é tî hé Zoué, hag a lékéaz al listri é tî ten̄zor hé Zoué.

3Hag ar roué a lavaraz da Asfénez, penn ar spazéien, ma kemerché eûz a douez bugalé Israel, hag eûz a wenn ar rouéed hag ar brin̄sed,

4Tûd-iaouan̄k, é péré na vijé namm é-béd, a zoaré vâd, desket é pép furnez, akétuz é pép gwiziégez hag é pép skian̄t, hag a helfé choum é palez ar roué évit ma vijé desket d’ézhô skriva ha komza iéz ar C’haldéed.

5Hag a roué a lékéaz da rei d’ézhô bemdez eûz hé voéd hé-unan, hag eûz ar gwîn a evé, évit pa vijen̄t bét maget enn doaré-zé a héd tri bloaz, é choumchen̄t goudé-zé dirâg ar roué.

6Hôgen enn hô zouez en em gavaz eûz a vipien Juda, Daniel, Ananias, Misael, hag Azarias.

7Ha penn ar spazéien a rôaz d’ézhô hanvou: Da Zaniel, Baltasar; da Ananias, Sidrac’h; da Visael, Misac’h ha da Azarias, Abdénago.

8Hôgen Daniel a géméraz ann dézô enn hé galoun n’em em zaotrché két ô tibri eûz a voéd taol ar roué, hag oc’h éva eûz hé wîn; hag é pedaz penn ar spazeien n’hel lakajé két d’en em zaotra.

9Hôgen Doué a lékéaz Daniel da gavout grâs ha trugarez dirâk penn ar spazéien.

10Ha penn ar spazéien a lavaraz da Zaniel: Mé em eûz aoun râg ar roué va Aotrou, péhini en deûz lavaret rei d’é-hoc’h ar boéd hag ann évach: mar gwél hô tremmou treûtoc’h égét ann dûd-iaouan̄g all eûz hoc’h oad, c’houi a vézô abek ma lakai ar roué trouc’ha va fenn d’in.

11Ha Daniei a lavaraz da Valasar, a ioa bét lékéat gan̄t penn ar spazéien war Zaniel, Ananias, Misael, hag Azarias:

12Arnod, mé az péd, da zervichérien a-héd dék dervez, ha bézet rôet d’é-omp louzou da zibri ha dour da éva:

13Ha sell oud hon dremmou, hag oud dremmou ann dûd-iaouan̄k a zebr boéd ar roué; hag hervez m’az pézô gwélet é rî é-kén̄ver da zervichérien.

14Hag hén̄ ô véza klévet kémen̄t-sé, a arnodaz anézhô a-héd dék dervez.

15Ha da benn dék dervez hô dremm a oa kaéroc’h da wélout ha lartoc’h égéd hini ann holl dûd-iaouan̄k a zebré boéd ar roué.

16Malasar éta a géméré hô boéd hag hô gwîn, hag a rôé louzou d’ézhô.

17Hôgen Doué a rôaz d’ar pévar dén iaouan̄k-zé ar wiziégez hag ar skian̄t é pép levr hag é pép furnez; ha da Zaniel ann disklériadur eûz a bép gwélédigez hag eûz a béb huvré.

18Pa oé tréménet ann deisiou goudé péré en dôa lavaret ar roué hô c’hâs d’ézhan̄, penn ar spazéien hô c’hasaz dirâk Nabukodonosor.

19Ha goudé m’en dôé komzet ar roué gan̄t-hô, na oé kavet hini é-touez ar ré all holl pâr da Zaniel, Ananias, Misael, hag Azarias; hag hî a choumaz dirâg ar roué.

20Pétrâ-bennâg ma c’houlennaz ar roué digan̄t-hô diwar-benn ar furnez hag ar poell, é kavaz enn-hô dék kwéach mui éged enn holl ziouganérien hag enn dûd-fûr a ioa enn hé rouan̄télez holl.

21Hôgen Daniel vévaz oé bétég ar bloaz ken̄ta eûz a rén Sirus. ———— II. PENNAD Daniel a zisplég d’ar roué ann huvré en dôa bét.

← Levr Yehezkel 48Read In The App, Free →Levr Daniel 2 →

Study Levr Daniel 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112