Levr Daniel 11:6
Ha goudé eur bloavésiou-bennâg, é rain̄t kévrédigez étré-z-hô: ha merc’h roué ar c’hrésteiz a zeûi da gavout roué ann han̄ter-nôz évid ôber karan̄tez: hôgen na gavô két eur vréac’h gré, ha n’en em startai két hé gwenn: hî hé-unan a vézô gwerzet, nag ivé ar ré hô dôa hé digaset, hag ann dûd-iaouan̄k péré hô dôa hé c’hen-nerzet a-héd ann amzériou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 38:15Hô goulou a vézô tennet d’ar ré fallagr, hag hô bréac’h savet a vézô torret.
Ezekiel 30:21Mâb dén, bréac’h Faraon, roué ann Éjipt, em eûz torret; ha né két bét louzaouet évit paréa; ne két bét éréet gan̄t lurellou, na gôlôet gan̄t liénennou, évit pa vézô deûet hé ners d’ézhi, ma hello derc’hel ar c’hlézé.
Daniel 11:7Hôgen eunn taol a zavô eûz a c’hrisien ann hévélep plan̄ten: hag hén̄ a zeûi gan̄d eunn armé; hag a iélô é provin̄sou roué ann han̄tez-nôz: hag hén̄ hô gwastô hag hô c’hémérô.
Daniel 11:15Ha roué ann han̄ter-nôz a zeûi, hag a rai savennou douar, hag a gémérô kériou ar ré gréva: ha brec’hiou ar c’hrésteiz na hellin̄t két harza; ar ré-zilennet a zavô évid énébi, ha n’hô dévézô két a ners.