Levr Daniel 11:15
Ha roué ann han̄ter-nôz a zeûi, hag a rai savennou douar, hag a gémérô kériou ar ré gréva: ha brec’hiou ar c’hrésteiz na hellin̄t két harza; ar ré-zilennet a zavô évid énébi, ha n’hô dévézô két a ners.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 1:5Hini na hellô énébi ouz-hoc’h keit ha ma vévi. Ével ma ounn bét gan̄t Moizez, é vézinn ivé gan-éz: n’az kasinn ket er-méaz (T), n’az tilézinn két.
Jeremiah 5:10Piñit war hé muriou, ha diskarit-hô; hôgen n’hé c’hollit két a-grenn; tennit hé c’hreskou, râk n’in̄t két d’ann Aotrou.
Jeremiah 33:4Hag é likiiz anézhô da von̄d é tî ann Aotrou, é kambr mipien Hanan, mâb Jégédélias dén Doué, é-tâl kambr ar briñsed, a-ziouc’h kambr Maasias, mâb Sellum, péhini a ioa diwaller ar porched.
Ezekiel 4:2Hag é toaréi eur sich enn hé énep, hag é savi kréou, hag a rî savennou douar, hag eur c’hamp, ha binviou brézel trô-war-drô.
Daniel 8:7Ha pa oé deûet tôst d’ann tourz, en em daolaz war-n-ézhan̄, hag é skôaz gan̄t-han̄; hag hén̄ a dorraz hé zaou gorn; ha na hellaz két ann tourz kia out-han̄; ha pa en dôé hé daolet d’ann douar, é vac’haz anézhan̄, ha dén na hellaz dieûbi ann tourz eûz hé zourn.