Levr Daniel 12:7
Ha mé a glévaz ann dén a oa gwisket gan̄t lîn, hag a oa enn hé zâ war zouréier ar ster, péhini goudé béza savet hé zourn déou hag hé zourn kleiz étrézég ann én̄v, a douaz dré ann hini a vév da-vikenn, pénaoz é vézô enn eunn amzer, amzeriou, hag ann han̄ter eûz a eunn amzer; ha pénaoz pa vézô peûr-skiñet ners ar bobl san̄tel, é vézô sévénet kémen̄t-sé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Ha mé a glévaz, ha na boelliz két. Hag é liviriz: Va Aotrou, pétra a vézô goudé-zé?
Cross References
Deuteronomy 26:19Ann Aotrou ô véza gwélet kémen̄t-sé a zavaz drouk enn-han̄ (T), ô véza ma eo bét héget gan̄d hé vipien ha gan̄d hé verc’hed.
Isaiah 62:12Goudé-zé, Aotrou, ha té en em zalc’hô c’hoaz? Ha té a davô, hag a c’hlac’harô ac’hanomp gan̄d diboell? ———— LXV. PENNAD. Galvidigez ar Jen̄tiled. Dilerc’h ar Iuzevien miret.
Daniel 4:31Goudé éta ma oé sevénet ann deisiou, mé Nabukodonosor a zavaz va daoulagad étrézég ann én̄v; ha va spéred a oé asrôet d’in; ha mé a vennigaz ann Uc’hel-brâz, hag a veûlaz hag a énoraz ann hini a vév da-vikenn: ô véza ma eo peûr-baduz hé c’halloud, ha ma pad hé rouan̄télez a-wenn-é-gwenn.
Daniel 7:21Ha mé a arvesté, ha chétu ar c’horn-zé a réa brézel oud ar zen̄t, hag a oa tréac’h d’ézhô.
Daniel 8:14Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄: Bétég ar pardaez hag ar min̄tin, daou vil deiz ha tri c’han̄t; hag ar san̄tuar a vézô glanet.