Levr Daniel 4:31
Goudé éta ma oé sevénet ann deisiou, mé Nabukodonosor a zavaz va daoulagad étrézég ann én̄v; ha va spéred a oé asrôet d’in; ha mé a vennigaz ann Uc’hel-brâz, hag a veûlaz hag a énoraz ann hini a vév da-vikenn: ô véza ma eo peûr-baduz hé c’halloud, ha ma pad hé rouan̄télez a-wenn-é-gwenn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 15:23Ével-sé bé wéach ma krôgé é Saül ar spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou, David a géméré hé délen, hag a souné war-n-ézhi gan̄d hé zaouarn, ha Saül a oa fréalzet, hag en em gave gwelloc’h: râg ar spéred droug a déc’hé diout-han̄. ———— XVII. PENNAD. David a lâz Goliat gan̄d eunn taol batalm.
Daniel 4:34Bréma éta, mé Nabukodonosor, a veûl, a c’horré, hag a énor roué ann én̄v; ô véza ma eo gwirion hé holl ôberiou, ma eo reiz hé hen̄chou, ha ma hell da vuéla ar ré a gerz er balc’hder. ———— V. PENNAD Baltassar a wél eunn dourn a skriv war ar vôger.
Daniel 5:28Fares, da rouan̄télez a zô bét rannet, hag eo bét rôet d’ar Védied ha d’ar Bersied.
Daniel 12:7Ha mé a glévaz ann dén a oa gwisket gan̄t lîn, hag a oa enn hé zâ war zouréier ar ster, péhini goudé béza savet hé zourn déou hag hé zourn kleiz étrézég ann én̄v, a douaz dré ann hini a vév da-vikenn, pénaoz é vézô enn eunn amzer, amzeriou, hag ann han̄ter eûz a eunn amzer; ha pénaoz pa vézô peûr-skiñet ners ar bobl san̄tel, é vézô sévénet kémen̄t-sé.