Levr Daniel 12
1Hôgen enn amzer-zé é savô Mikael ar prin̄s brâz, péhini a zâv évit bugalé da bobl: hag é teûi eunn amzer ha n’eo két bét unan hén̄vel out-han̄, abaoé ma eûz bét dérou d’ar brôadou bété neûzé. Hag enn amzer-zé é vézô savétéet eûz da bobl, kémen̄d hini a vézô skrivet hé hanô el levr.
2Hag al lôd brâz eûz ar ré a zô kousket é poultr ann douar a zihunô; lôd évid ar vuez peûr-baduz, ha lôd all évid eur vézegez vrâz a wélin̄t bépréd.
3Hôgen ar ré a vézô bét desket a luc’hô ével skéd ann oabl: hag ar ré hô dévézô desket meûr a hini er reizded, ével stéred peûr-baduz.
4Ha té, Daniel, serr ar geriou-zé, ha siell al levr-man̄ bétég ann amzer merket: meûr a hini a lennô enn-han̄, hag ar wiéziégez a greskô.
5Ha mé Daniel a zellaz, ha chétu ével daou zén all a oa enn hô zâ: unan enn tû-man̄ war aod ar ster, hag égilé enn tû all, war aod all ar ster.
6Ha mé a lavaraz d’ann dén a oa gwiskét gan̄t lîn, hag a oa enn hé zâ war zouréier ar ster: Peûr é vézô ann divez eûz ar vurzudou-zé?
7Ha mé a glévaz ann dén a oa gwisket gan̄t lîn, hag a oa enn hé zâ war zouréier ar ster, péhini goudé béza savet hé zourn déou hag hé zourn kleiz étrézég ann én̄v, a douaz dré ann hini a vév da-vikenn, pénaoz é vézô enn eunn amzer, amzeriou, hag ann han̄ter eûz a eunn amzer; ha pénaoz pa vézô peûr-skiñet ners ar bobl san̄tel, é vézô sévénet kémen̄t-sé.
8Ha mé a glévaz, ha na boelliz két. Hag é liviriz: Va Aotrou, pétra a vézô goudé-zé?
9Hag hén̄ a lavaraz: Kéa, Daniel, râg ar gériou-zé a zô serret ha siellet, bétég amzer hô sévénidigez.
10Kalz a vézô dilennet, a vézô, gwennet, hag a vézô arnodet ével dré ann tân: hag ar ré fallagr a rai fallagriez; hag ann holl ré fallagr na boellin̄t két, hôgen ar ré wiziek a boellô.
11Hag abaoé ann amzer ma vézô bét lamet ar sakrifiz peûr-baduz, ha ma vézô savet heûz ann disman̄tr, é vézô mil deiz dék ha pévarzék-ugen̄t.
12Euruz eo ann hini a c’héd, hag a ia bété mil deiz pemzék ha c’houézék-ugen̄t.
13Hôgen té, kéa bétég ann divez: arzaôi a rî, hag é choumi enn da zoaré bété divez da zeisiou. ———— XIII. PENNAD Suzanna a zô douget d’ann droug gan̄d daou gôziad gadal, ha tamallet é-gaou gan̄t-hô, ha dieûbet gan̄t barn Daniel.