Levr Daniel 2:20
Hag a lavaraz: Benniget ra vézô hanô ann Aotrou a gan̄tved é kan̄tved; râg ar furnez hag ann ners a zô d’ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
19Neûzé ann dra-guzet-zé a oé disklériet da Zaniel a-zoug ann nôz; ha Daniel a vennigaz Doue ann én̄v.
Cross References
1 Chronicles 29:20Ha David a lavaraz neûzé d’ar strollad holl: Bennigit ann Aotrou, hon Doué. Hag ar strollad holl a vennigaz ann Aotrou, Doué hô zadou; hag hî a stouaz, hag a azeûlaz Doué, ha goudé ar roué.
Nehemiah 9:5Hag al Lévited Josué, ha Kedmihel, Bonni, Harebnia, Sérébia, Odaia, Sebnia, Fatahia a lavaraz: Savit, meûlit ann Aotrou, hô Toué, a vikenn da vikenn: ra vézô benniget hanô brâz da c’hloar gan̄t péb bennoz ho meûleûdi.
Job 12:16Ann ners hag ar furnez a zô enn-han̄: hen̄ a anavez ann toueller hag ann dén touellet.
Psalms 50:23Ar sakrifiz a veûleûdi a énorô ac’hanoun; hag hen-nez eo ann hen̄t dré béhini é tiskouézinn d’ézhan̄ silvidigez Doué. ———— L. PSALM. Évid ann divez, Psalm David, pa zeûaz ar profed Natan étrézeg enn-han̄, goudé ma oa bét ô kaout Betsabéé.
Psalms 72:18Ha benniget ra vézô ivé hanô hé veûrdez da-vikenn; ha ra vézô leûniet enn douar holl gan̄d hé veûrdez. Bézet gréat, bézet gréat.