Levr Daniel 2:19
Neûzé ann dra-guzet-zé a oé disklériet da Zaniel a-zoug ann nôz; ha Daniel a vennigaz Doue ann én̄v.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Then was the secret revealed unto Daniel in a night vision. Then Daniel blessed the God of heaven.
In Context
Cross References
Numbers 12:6É lavaraz d’ézhô: Sélaouit va geriou: Mar béz enn hô touez eur profed d’ann Aotrou, en em ziskouézinn d’ézhan enn eur wélédigez, pé é komsinn out-han̄ dré hé gousk.
Job 4:13É heûz gwélédigez ann nôz, pa zeû ann dén da vôrédi kaléta gan̄d ar chousk,
Psalms 25:14Da skoazel eo ann Aotrou d’ar ré a zouj anézhan̄; ha gévrédigez en deûz gréat évid en em ziskouéza d’ézhô.
Daniel 2:22Hén̄ eo a ziskouéz ann traou ar ré zouna hag ar ré gûzéta, hag a anavez ar péz a zô enn amc’houlou; ha gan̄t-han̄ éma ar goulou.
Daniel 4:9Kaer é oa hé déliou, ha kalz frouez é dôa, hag a-walc’h évit béva pép-trâ; dindân-hî é choumé ann anévaled hag al loéned; hag evned ann én̄v en em strollé enn hé skourrou; hag ann holl gîg en em voété diout-hi.
Amos 3:7Rag ann Aotrou na ra nétrâ, hép rei da anaout hé dra guzet d’hé zervicherien ar broféded.