Levr Daniel 2:32
Penn ar skeûden-zé a ioa a aour ar gwella, hé brennid hag hé divrec’h a arc’han̄t, hé c’hôv hag hé divorzed a arem:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
33Hé divesker a houarn, hag hé zreid lôd a houarn, ha lôd a brî.
Cross References
Daniel 4:22Kaset é vézi eûz a douez ann dûd, hag é choumi gan̄d ann anévaled hag al loéned férô; foenn a zébri ével eunn éjenn, ha gan̄t glîz ann én̄v é vézi glépiet; seiz amzer a dréménô war-n-od, kén na anavézi pénaoz ann Uc’hel-brâz eo a zô da Aotrou war rouan̄télésiou ann dûd, ha pénaoz é rô anézhô da néb a gâr.
Daniel 5:28Fares, da rouan̄télez a zô bét rannet, hag eo bét rôet d’ar Védied ha d’ar Bersied.
Daniel 8:3Ha mé a zavaz va daoulagad hag a zellaz; ha chétu eunn tourz a oa enn hé zâ é-tâl ar wern, péhini en dôa kerniel uc’hel, hag unan anézhô uc’héloc’h égéd égilé, hag a greské nébeûd-é-nébeût.