Levr Daniel 4:22
Kaset é vézi eûz a douez ann dûd, hag é choumi gan̄d ann anévaled hag al loéned férô; foenn a zébri ével eunn éjenn, ha gan̄t glîz ann én̄v é vézi glépiet; seiz amzer a dréménô war-n-od, kén na anavézi pénaoz ann Uc’hel-brâz eo a zô da Aotrou war rouan̄télésiou ann dûd, ha pénaoz é rô anézhô da néb a gâr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
21Ha chétu aman̄ ann displég eûz a varn ann Uc’hel-brâz, a zô bét douget war ar roué, va aotrou:
Cross References
Psalms 108:4O veza ma eo savet da drugarez bétég ann én̄vou, ha da wirionez bétég ar c’hoabr.
Jeremiah 27:6Hag ar profed Jérémias a lavaraz: Amen, bézet gréat ével-sé gan̄d ann Aotrou; ra zévénô ann Aotrou ar gériou éc’h eûz diouganet, évit ma vézô digaset al listri da dî ann Aotrou, ha ma tistrôi el léac’h-man̄ ar ré holl a zô bét dizouget da Vabilon.
Daniel 2:37Té eo roué ar rouéed; ha Doué ann én̄v en deûz rôet d’id ar rouan̄télez, hag ann ners, hag ar véli, hag ar c’hloar,
Daniel 5:18O roué, Doué ann Uc’hel-brâz a rôaz da Nabukodonosor da dâd ar rouan̄télez, ar meûrded, ar c’hloar, hag ann énor.