Levr Daniel 2:39
Ha da c’houdé é savô eur rouan̄télez all distéroc’h égéd da hini, a vézô a arc’han̄t; hag eunn drédé rouan̄télez all, a vézô a arem, hag a aotrouniô war ann douar holl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Daniel 5:28Fares, da rouan̄télez a zô bét rannet, hag eo bét rôet d’ar Védied ha d’ar Bersied.
Daniel 7:6Goudé-zé é selliz, hag é wéliz eunn all ével eul léonpard, péhini en dôa péder askel war hé gein ével eskel eunn evn. Pévar fenn en dôa al loen-zé, hag ar galloud a oé rôet d’ézhan̄.
Daniel 8:3Ha mé a zavaz va daoulagad hag a zellaz; ha chétu eunn tourz a oa enn hé zâ é-tâl ar wern, péhini en dôa kerniel uc’hel, hag unan anézhô uc’héloc’h égéd égilé, hag a greské nébeûd-é-nébeût.
Daniel 8:21Ar bouc’h-gevr eo roué ar C’hrésied, hag ar c’horn braz en dôa étré hé zaou-lagad, eo ar c’hen̄ta eûz hô rouéed.
Daniel 11:2Ha bréma é rôinn da anaoud d’id ar wirionez: Chétu é savô c’hoaz tri roué er Bersia; hag ar pévaré a vézô pinvidikoc’h égéd ar ré all holl: ha pa vézô deûet da véza galloudek gan̄d hé vadou, é ken̄traouô ann holl boblou out rouan̄télez ar C’hrésied.