Levr Daniel 11:2
Ha bréma é rôinn da anaoud d’id ar wirionez: Chétu é savô c’hoaz tri roué er Bersia; hag ar pévaré a vézô pinvidikoc’h égéd ar ré all holl: ha pa vézô deûet da véza galloudek gan̄d hé vadou, é ken̄traouô ann holl boblou out rouan̄télez ar C’hrésied.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Hôgen sével a rai eur roué kré, a aotrouniô gan̄d eur galloud brâz, hag a rai ar péz a garô.
Cross References
Ezra 4:6Hôgen é rén Assuérus, é derou hé rén, é skrivchon̄t eunn tamall a-énep ar ré a choumé é Juda hag é Jéruzalem.
Ezra 4:24Neûzé labour tî ann Aotrou a oé paouézet é Jéruzalem, ha na oé gréat mui nemed é eil vloaz rén Darius, roué ar Bersied. ———— V. PENNAD. Aggéus ha Zac’harias a ali ar bobl da zével a névez ann templ.
Psalms 73:6Râk-sé é krôg ar rogen̄tez enn-hô, hag in̄t gôlôet gan̄d hô drougiez hag hô fallagriez.
Daniel 7:5Ha chétu eul loen all a zavaz enn hé gichen, hag a oa hén̄vel oud eunn ours: hag hén̄ en dôa teir ren̄kad den̄t enn hé c’heôl; hag hî a lavaré d’ézhan̄: Sâv, ha debr kalz a gîk.
Daniel 8:26Gwélédigez ar pardaez hag ar min̄tin, a zô bet diskouézet d’id, a zô gwîr; siel éta té ar wélédigez-zé, râg goudé deisiou é c’hoarvézô.
Daniel 10:20Hag hen̄ a lavaraz: Ha gouzoud a réz pérâg ounn deûet étrézég enn-od? Hôgen bréma é tistrôann évit stourmi out prin̄s ar Bersied: ha p’az éann er-méaz, prin̄s ar C’hrésied a zô deûet d’en em ziskouéza.