Levr Daniel 2:45
Hag ével ma éc’h eûz gwélet pénaoz ar méan a zô en em zistaget eûz ar ménez, hép dourn é-béd, en deûz brévet ar prî, hag ann houarn, hag ann arem, hag ann arc’han̄t, hag ann aour, ann Doué brâz en deûz diskouézet d’ar roué ar péz a dlé da c’hoarvézout enn amzer da zon̄t; ével-sé ann huvré a zô gwîr, ha gwirion hé displég.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 7:22Diskouézet éc’h eûz éta da veûrded, Aotrou Doué, râk n’eûz hini hén̄vel ouz-id, ha n’eûz Doué all néméd-oud, é kémen̄d hon eûz klévet dré hon diskouarn.
Nehemiah 4:14Ha goudé béza évéséet-mâd, é saviz, hag é liviriz d’ar ré vrâz, ha d’ar rénerien, ha d’ar ré all eûz ar bobl: Na spoun̄tit két ra-z-hô; hô pézet koun pénaoz eo brâz ha galloudek ann Aotrou; ha stourmit evid hô preûdeûr, évid hô mipien, évid hô merc’hed, évid hô kragez, hag évid hô tiez.
Job 36:26Chétu Doué a zô brâz, hag hén̄ a drec’h hor gwiziégez; diniver eo hé vloavésiou.
Psalms 48:1Brâz eo ann Aotrou, ha meûluz meûrbéd é kéar hon Doué, war hé vénez san̄tel.