Levr Daniel 2:48
Neûzé ar roué a zavaz meûrbéd Daniel, hag a rôaz d’ézhan̄ rôou brâz ha kaer-meûrbéd; hag hén̄ hel lékéaz da brin̄s war holl brovin̄sou Babilon, ha da benn war holl dûd fûr Babilon.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 22:16Pa oé deûet ar ré-man̄ étrézé Balaam, é léverchon̄t d’ézhan̄: Chétu pétrâ a lavar Balak, mâb Séfor: Na zalé két da zon̄t d’am c’havout.
1 Samuel 17:25Hôgen Saül a lavaraz: Evel-henn é léverrot da Zavid: Ar roué n’en deûz két a ézomm a argoulou; na c’houlenn kén némét kan̄t pôd-mézen a Filistined, évit ma vézô ven̄jet ar roué eûz hé énébourien. Hôgen Saül a venné lakaad David étré daouarn ar Filistined.
2 Samuel 19:32Hôgen Berzellai eûz a C’halaad a oa kôz-brâz, da lavaroud eo en dôa pévar-ugen̄t vloaz. Boéd en dôa rôet d’ar roué, pa en em gavé er c’hamp; râg eunn dén pinvidik-brâz é oa.
Job 1:3Hag hén̄ en dôa enn hé gers seiz mil dan̄vad, ha tri mil kan̄val, ha pemp kan̄t koublad éjenned, ha pemp kan̄t azénez; ha c’hoaz kalz a vévellou. Hag hén̄ a oa eunn dén brudet-brâz é-touez ré ar sâv-héol.
Daniel 2:6Hôgen ma rôit da anaout d’in va huvré hag ann displég anézhi, kalz gôbrou, ha rôou, hag énoriou hô pézô digan-én̄.