Levr Daniel 2:6
Hôgen ma rôit da anaout d’in va huvré hag ann displég anézhi, kalz gôbrou, ha rôou, hag énoriou hô pézô digan-én̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 22:7Ar ré gôz eûz a Voab, hag hénaoured Madian a iéaz éta, hag enn hô daouarn gôbr ann diouganérez. Ha pa oen̄t éat da gaout Balaam, hag hô dôé lavaret d’ézhan̄ holl c’heriou Balak:
Numbers 22:37Hag hén̄ a lavaraz da Valaam: Kannaded em eûz kaset évid da gerc’hout, pérâk n’oud két deûet râk-tâl d’am c’havout? Ha na hellann-mé két rei gôbr d’id ô véza maz oud deûet?
Daniel 2:48Neûzé ar roué a zavaz meûrbéd Daniel, hag a rôaz d’ézhan̄ rôou brâz ha kaer-meûrbéd; hag hén̄ hel lékéaz da brin̄s war holl brovin̄sou Babilon, ha da benn war holl dûd fûr Babilon.
Daniel 5:16Hôgen té, klévet em eûz diwar da benn, pénaoz é hellez diskléria ann traou kuzéta, ha direûstla ann traou displanna. Mar gellez éta lenna ar skrîd-zé, ha rei din ann displég anézhan̄, é vézi gwiskét gan̄t limestra, ez pézô eur gelc’hen aour oud da c’houzoug, hag é vézi ann trédé eûz a brin̄sed va rouan̄télez.