Levr Daniel 3:28
Reiz-brâz eo bét da varnédigézou é kémen̄d ec’h eûz kaset war-n-omp, ha war Jéruzalem, kéar zan̄tel hon tadou: râg hô c’haset éc’h eûz holl er wirionez hag er reizded enn abek d’hor péc’héjou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
29Râk péc’het hon eûz, hag omp kouézet er fallagriez ô pellaad diouz-id: é pep-trâ hon eûz faziet.
Cross References
1 Chronicles 5:20A rôaz skoazel. Hag ann Agaréed, gan̄d ar ré holl a oa gan̄t-hô a gouézaz étré hô daouarn, ô véza m’hô dôa galvet Doué é-kreiz ann emgann; hag hén̄ a zélaouaz anézhô, dré m’hô dôa krédet enn-han̄.
Ezra 6:11Râk-sé em eûz gourc’hémennet, pénaoz mar teû eur ré da derri ar c’hémenn-zé, bézet tennet eunn tamm koat eûz hé dî, bézet lékéat enn hé zâ, ha bézet-hen̄ krouget out-han̄, ha bézet kroget enn hé dî.
Psalms 22:4Hon tadou hô deûz gédet enn-od: gédet hô deûz, hag éc’h eûz hô dieûbet.
Psalms 33:18Hôgen daoulagad ann Aotrou a zeû war ar ré a zouj anézhan̄, ha war ar ré a laka hô géd enn hé drugarez.