Levr Daniel 3:29
Râk péc’het hon eûz, hag omp kouézet er fallagriez ô pellaad diouz-id: é pep-trâ hon eûz faziet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 6:11Râk-sé em eûz gourc’hémennet, pénaoz mar teû eur ré da derri ar c’hémenn-zé, bézet tennet eunn tamm koat eûz hé dî, bézet lékéat enn hé zâ, ha bézet-hen̄ krouget out-han̄, ha bézet kroget enn hé dî.
Psalms 76:10Ménoz ann dén a veûlô ac’hanod; hag ann én̄vor eûz ar vénoz-zé hô lakai da ôber lîd d’id.
Daniel 3:15Bréma éta mar d-oc’h daré, er préd ma klévot son ar c’horn-boud, hag ar zutel, hag ann délen, hag ar bombard, hag al liren, ha son ann holl binviou, en em daolit d’ann douar, hag azeûlit ar skeûden em eûz gréat: ha ma na azeûlit két, enn hévélep préd é viot taolet er fourn-vrâz é-kreiz ann tân béô; ha piou eo ann Doué hô tennô eûz va daouarn?
Daniel 3:28Reiz-brâz eo bét da varnédigézou é kémen̄d ec’h eûz kaset war-n-omp, ha war Jéruzalem, kéar zan̄tel hon tadou: râg hô c’haset éc’h eûz holl er wirionez hag er reizded enn abek d’hor péc’héjou.
Daniel 6:28Hôgen Daniel en em gen̄dalc’haz é karg bété rén Darius, ha rén Sirus ar Persiad. ———— VII. PENNAD Gwélédigez ar pévar loen.