bible.software › Levr Daniel › Levr Daniel 3 › Levr Daniel 3:94
Levr Daniel 3:94
Hag ar brin̄sed, hag ar pennou-brô, hag ar varnérien, ha ré vrâz léz ar roué ô véza bét strollet, a zellé gan̄t souez oud ann dûd-zé, ô véza n’en dôa bét ann tân ners é-béd war hô c’horfou, ha na oa két bét dévet eur vléven eûz hô fenn, ha na oa két bét névézet hô diḻad, ha na oa két deûet c’houéz ann tân war-n-ézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In Context
93Neûzé Nabukodonosor a dôstaaz out génou ar fourn leûn a dân béô, hag a lavaraz: Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago, servichérien ann Doué uc’hel-brâz, deûit er méaz, deûit. Ha râk-tâl Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago a zeûaz er-méaz eûz a greiz ann tân.
95Ha Nabukodonosor gan̄d eur vouéz gré a lavaraz: Benniget ra vézô hô Doué, da lavaroud eo, Doué Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago, péhini en deûz kaset hé éal, hag en deûz dieûbet hé servicherien, péré hô deûz krédet enn-han̄, péré hô deûz énébet out gourc’hémenn ar roué, hag hô deûz rôet hô c’horfou, évit na zervichen̄t két, ha na azeûlchent két doué all é-béd néméd hô Doué hô-unan.
Read all of Levr Daniel 3
This Verse In Other Editions
Study Levr Daniel 3:94